Pietà

Ur pietà (diwar ar ger italianek) zo un oberenn arzel kristen ma weler ar Werc'hez Vari o terc'hel korf marv he mab Jezuz. Er pietà e weler unan eus seizh glac'har Maria Addolorata, pe ar Mater dolorosa en latin).

Pietà gant Michelangelo (~1499)
Pietà gant Luis de Morales (~1550)

A orin alaman eo an doare oberennoù-se, anvet Vesperbild neuze[1], (liester : Vesperbilder, skeudenn eus an abardaez), hag a zo bet roet d'un doare delwennoù kristen er XIVvet kantved en Alamagn. Ganto e voe levezonet arzourien Italia.

Oberennoù

E-touez ar re vrudetañ, delwennoù (d) pe livadurioù (l):

  • Pietà di Nouans gant Jean Fouquest (l)
  • Pietà gant Antonello Gagini (d)
  • Pietà gant Michele Tripisciano (d) e plastr
  • Pietà gantGiovanni Andrea Ansaldo (l)
  • Cristo morto sostenuto da due angeli, anvet ivez Pietà, gant Marco Palmezzano (l)
  • Pietà gant Daniele Crespi (l)
  • Pietà gant Michelangelo (d)
  • Pietà gant Pieter Paul Rubens (l)
  • Pietà gant Tizian (l)
  • Pietà gant José de Ribera (l)
  • Pietà Rondanini gant Michelangelo (d)
  • Pietà dell'Opera del Duomo gant Michelangelo (d)

Notennoù