Firenze

kumun italian
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Firenze a zo ur gêr ag Italia, kêrbenn Toskana ha pennlec'h he froviñs (417 386 annezad). En Italianeg ez eo anvet "Firenze" [fiˈrɛntse] ("Fiorenza" zo ur stumm dispredet), hag e latin : "Florentia"). Bet eo bet kêrbenn gentañ Italia pa oa bet unanet ar vro en ur rouantelezh e 1865. Brudet-tre eo Firenze diwar ar monumantoù hag an oberennoù-arz savet e-pad an Azginivelezh a zo bet gwelet an elfennoù kentañ enni.

Firenze
Skoed-ardamez Firenze
En argant e flourdilizenn Firenze en gul

Ponte Vecchio, ar Pont kozh
RiezItalia
RannvroToskana
Kod post50 100
Kod pellgomz(39) 55
MaerDario Nardella (PD)
(2014)
Gorread102 km²
Hed11° 15′ 0′′ R
Led43° 47′ 0′′ N
Uhelderkeitat: 50m
Poblañs
hep kontoù doubl
368 059 (2004)
Stankter3 453 a./km²
Firenze
Firenze

Istor

Krouet eo bet Firenze (latin : Florentia) gant ar Romaned e 59 kent Jezuz-Krist, war riblennoù ar stêr Arno. Betek an XIIvet kantved, ne oa nemet ur gêriadenn ha da c'houde eo bet kresket e nerzhioù armerzhel gant ar c'henwerzh hag ar gwiaderezh ken e teuas pinvidik-tre er XVvet ha er XVIvet kantved. Ur republik vihan evel ma oa kalz anezho en Italia eo bet er Grennamzer, met e 1539 e voe krouet dugelezh-veur Toskana, Firenze e gêrbenn. An duged-veur eus an tiegezh Medici, ar re-se ar pennoù uhelañ goude 1434, o-deus dispignet kalz evit ma vo savet oberennoù arzel eus ar re gaerañ. E-touez savadurioù pennann ar gêr emañ iliz San Miniato al Monte (1018), iliz Santa Maria Novella, iliz Santa Croce (ar Groaz Santel), Iliz-Veur Santez Maria ar Bleunioù (il Duomo, ur goupolenn ijinet gant ar savour Filippo Brunelleschi) warni. E pep korn a'r gêr e c'heller gwelout oberennoù-arz Giotto, Donatello, Fra Angelico, Cimabue, Piero della Francesca ha Michelangelo Buonarotti.

War vihanaat e oa aet pouez Firenze betek mare unanidigezh ar riez italiat ha pa oa deuet Roma da vezann kêrbenn Italia e 1870. Sez Levraoueg vroadel Italia a zo chomet enni.

Ar Ponte Vecchio (Pont kozh) e Firenze

Tud dibar

Gevelladennoù

Echedourien ganet e Firenze

Daveoù

. © 2004-2009 Malmö stad, 205 80 Malmö, Organisationsnummer: 212000-1124. Kavet : 27 June 2009.

  • Florence, Italy. Ivc.org. Kavet : 26 June 2009.
  • Twin cities of Riga. Riga City Council. Kavet : 27 July 2009.
  • Edinburgh - Twin and Partner Cities. The City of Edinburgh Council, City Chambers, High Street, Edinburgh, EH1 1YJ Scotland. Kavet : 21 December 2008.
  • "A Message from the Peace Commission: Information on Cambridge's Sister Cities," 15 February 2008. Retrieved 12 October 2008.
  • Richard Thompson. "Looking to strengthen family ties with 'sister cities'," Boston Globe, 12 October 2008. Retrieved 12 October 2008.
  • Twinning Cities: International Relations (NB Florence is listed as 'Firenze') (PDF). Municipality of Tirana. www.tirana.gov.al. Kavet : 23 June 2009.
  • Yerevan Municipality - Sister Cities. www.yerevan.am. Kavet : 22 June 2009.
  • 🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle