Ur pin-up zo ur vaouez yaouank a vez staget pe peget he foltred ouzh ur voger. Peurliesañ e vez diskouezet en ur stumm hoalus pe c'hadalus (« sexy » e saozneg), alese ar bomm saoznek « pin-up girl » da lavarout eo « ur plac'h spilhennet ouzh ar voger ». E deroù an XXvet kantved e oa deuet ar c'hiz anezho, hag abaoe e vezont gwelet er c'helaouennoù ha war ar skritelloù, damwisket kentoc'h eget gwisket, hervez giz ar mare.
Implijet e vezont er bruderezh evit gwerzhañ kirri-tan, rak kelliammet e vefe ar c'hirri-tan galloudus hag ar merc'hed hoalus e spered an darn vuiañ eus ar wazed.