Sally Jones
Sally Ann Jones, lesanvet White Widow pe Mrs Terror pe c'hoazh Umm Hussain al-Britani, ganet e 1969 ha marvet war e seblant e miz Even 2017[1], zo un djihadourez ezel eus ar Stad Islamek a orin eus Bro-Saoz. Ober a ra war-dro ar propaganda war-zu an dud yaouank dreist-holl en Europa ha dre ar rouedadoù sokial.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv-bihan | Sally |
Anv-familh | Jones |
Deiziad ganedigezh | 17 Du 1968 |
Lec'h ganedigezh | Greenwich |
Deiziad ar marv | Mezheven 2017 |
Lec'h ar marv | Siria |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | sponter, war reporters |
Dimezet e oa gant Junaid Hussain un djihadour arbennikaet war ar propaganda dre an internet ha lazhet gant ur vombezenn dron e miz Eost 2014, pa oa 21 bloaz. Abaoe ne deu ket a-benn da gavout ur gwaz a-nevez, setu perak he deus c'hoantaet distreiñ da Vro-Saoz.
Goude marv he gwaz e miz Eost 2015 e voe lakaet e penn skourr maouezed ar batailhon Anwar al-Awlaki. An unvezh-se a zo bet kefridiet gant tagadennoù sponterezh dre ar bed, an izili a zo holl o tont eus an estrenvro[2].
Abaoe miz Gouhere 2017 e vez embannet e fellfe dezhi distreiñ da Vro-Saoz met ar Stad Islamek a nac'hfe ar gwir dezhi dre ma'z eo gwreg ur soudard eus ar C'halifad[3].
He mab a zo bet emezelet en aozadur Leoniged ar c'halifad.
A-raok ar Stad Islamek
A-raok dont da vezañ djihadourez e oa gitarourez en ur strollad maouezed punk, Krunch, er bloavezhioù 1990. Ur wech dimezet gant Junaid Hussain e cheñch buhez da vat ha treiñ d'an Islam. Dilaosket e vezo he mab oadet a 18 vloaz pa guitao Sally Jones ar vro gant he gwaz hag o bugel 11 vloaz Hamza. Mont a rejont e Raqqa, lec'h pennañ Daesh e Siria.
Propaganda ar feulster
Sally Jones hag he gwaz a zo bet brudet evit bezañ aozerien propaganda feuls taer a-enep an holl dud ha ne oant ket izili pe harperien ar Stad Islamek: kristenien, yuzevien, kurded... Plijout a rae dezhi skrivañ war Twitter[4] he c'hoant da lazhadegañ tud dre zibennañ anezho ha lakaat o fenn war pikoù.
Hi eo a vefe bet aozerez ur c'hampagn propaganda evit lidañ tagadennoù an 11 a viz Gwengolo 2001 brudet dre an hashtag #AmericaUnderHacks[5].
Brudet e voe ivez pa embannas titouroù personel a-zivout soudarded eus Stadoù-Unanet Amerika ha Bro-Saoz ha goulenn ma vefent lazhet[6].
Diell-film
- ISIS: The British Women Supporters Unveiled, Channel 4