Bro-Saoz

Ur pennad saoz zo ivez.
England
Bro-Saoz
Arouezioù broadel
(Banniel Sant Jorj)(Armoù Bro-Saoz)
Ger-ardamezDieu et mon droit
(Galleg: Doue ha ma gwir)
Gouel broadelGouel Jord : 23 Ebrel
Kan broadel kinniget (diofisiel)Land of Hope and Glory

Bro-Saoz hag ar broioù amezek dezhi
Yezh vroadelSaozneg
Kêr-bennLondrez
Gorread126 832 km²
Poblañs
- Hollad (2007 ist.)
- Tudegezh

50 560 400
399 / km²
Rannvroioù
  1. Londrez
  2. Gevred
  3. Mervent
  4. Kornôg Midlands
  5. Gwalarn
  6. Biz
  7. Yorkshire hag an Humber
  8. Reter Midlands
  9. Reter

Bro-Saoz (saozneg: England /ˈɪŋlənd/) eo ar vrasañ eus ar peder broad a zo er Rouantelezh Unanet.

War-dro 50 763 000 annezad a oa o vevañ eno e 2006.Londrez eo ar gêr-benn. Un harz he deus gant Bro-Skos en norzh, Kembre er c'hôrnog ha Kerne-Veur er mervent. A-hent-all eo kelc'hiet gant morioù : Mor an Hanternoz, Mor Iwerzhon, ar Mor Keltiek, Kanol Bristol ha Mor Breizh.

N'eus yezh kefridiel ebet, met ar saozneg eo ar yezh vehikular ha yezh an dud dre vras. Al lur sterling (£) eo ar moneiz kefridiel.

Tennañ a ra hec'h anv saoznek (England) eus ur bobl eus Germania graet an Angled anezho, hag a stalias en Enez Vreizh er Vvet ha VIvet kantved, an anv brezhonek a zeu eus anv ur bobl all, hini ar Saksoned.

Istor

Pennad dre ar munud: s.o. Istor Bro-Saoz
Pennad dre ar munud: s.o. Rouantelezh Bro-Saoz

Dezvad er Rouantelezh-Unanet ha politikerezh

Pa voe krouet Parlamant Skos, Bodadenn Kembre ha Bodadenn Iwerzhon an Norzh gant Gouarnamant Tony Blair erru er galloud e 1997 e voe "digreizennet" ar galloud e Bro-Saoz etre nav Bodadenn rannvroel. Kement-se a loc'has ur stourmadeg evit krouidigezh ur Parlamant saoz ha zoken, evit broadelourion saoz zo, dizalc'hidigezh Bro-Saoz ha freuz ar Rouantelezh-Unanet.

Tuetoc'h eo Bro-Saoz eget ar peurrest eus ar Rouantelezh-Unanet gant ar Strollad mirour, a zo dreistpouezus e levezon amañ. Ar Strollad frankizour-demokrat zo kreñv dreist-holl er Mervent (Kuzulioù-Kontelezh Kernev-Veur, Devon ha Somerset zo bleniet gantañ), pa 'z eo kreñvlec'hioù ar Strollad Labour lec'hiet dreist-holl e Norzh ar Vro.

Amaezerezh diabarzh

Rannet eo Bro-Saoz e nav Rannbarzh, rannet o-unan e kontelezhioù.