Sant-Yann-Brevele

kumun ar Mor-Bihan

Sant-Yann-Brevele a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Mourieg e departamant ar Mor-Bihan.

Sant-Yann-Brevele
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Saint-Jean-Brévelay
Bro istorelBro-Gwened
Melestradurezh
DepartamantMor-Bihan
ArondisamantPondi
KantonSant-Yann-Brevele (betek 2015)
Mourieg (abaoe 2015)
Kod kumun56222
Kod post56660
Maer
Amzer gefridi
Guénaël Robin
2014-2026
EtrekumuniezhKreiz Mor-Bihan Kumuniezh
Bro velestradurelBro Pondi
Lec'hienn web(fr)www.mairie-saint-jean-brevelay.fr
Poblañsouriezh
Poblañs2 865 ann. (2020)[1]
Stankter68 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 50′ 45″ Norzh
2° 43′ 15″ Kornôg
/ 47.8458, -2.72083333333
Uhelderioùkreiz-kêr : 99 m
bihanañ 42 m — brasañ 164 m
Gorread41,83 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Yann-Brevele

Ardamezioù

Palefarzhet :
ouzh 1 en sabel, e rodell kammell abati en aour ;
ouzh 2 en gul e deir mailhenn en aour ;
ouzh 3 brizhet etre argant ha glazur ;
ouzh 4 en sabel e gilhog hardiz en argant.
  • Aozer : Ch. Gillet – Kuzul ar Gumun : 1987

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].

Istor

XVIIvet kantved

Dispac'h Gall

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Sant-Yann-Brevele e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Begnen; e Bann Josilin edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Begnen ha lakaet Sant-Yann-Brevele da bennlec'h Kanton Sant-Yann-Brevele, bet krouet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Sant-Yann-Brevele en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[4],[5].

XIXvet kantved

  • Krouet e voe kumun Kolpoù d'ar 4 a viz Even 1864 diwar lodennoù eus kumunioù Begnen, Gregam ha Sant-Yann-Brevele[6].

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 110 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,23 % eus he foblañs e 1911[7].

Eil brezel-bed

  • D'ar 14 a viz Even 1944 e voe tapet 11 725 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[8].
  • Mervel a reas ugent den abalamour d'ar brezel[9],[10].

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Aljeria

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Sant Yann Beverley.
  • Monumantoù ar re varv: an hini kentañ e-tal an iliz katolik, gant 110 anv eus ar Brezel-bed kentañ ha pevar eus an Eil Brezel-bed, luc’hskeudennoù[12],[13]. E miz Eost 1923 e voe diouliet[14]. Er vered emañ an eil hini, gant 16 anv eus an Eil Brezel-bed (trizek ezel eus ar Rezistañs en o mesk), hag ar soudard marvet en Aljeria.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Tud bet ganet ha marvet eno

Tud bet marvet eno

Gevelliñ

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù