Seinen

Mangaoù evit paotred krennard pe gour

Seinen (japaneg : 青年漫画) a lavarer eus mangaoù bet savet evit paotred etre 18 ha 30 vloaz. Lennerien' zo a c'hall bezañ koshoc'h, betek 40 vloaz. E japaneg e talvez seinen "paotr yaouank" pe "paotred yaouank". Ar rummad manga heñvel evit ar maouezed a zo anvet josei. An droienn "seinen manga" a zo implijet evit ober eus ar pal lennerien da dizhañ evit ar c'helaouennoù manga evel Weekly Manga Times ha Weekly Manga Goraku: paotred, oadet etre 18 betek 40 vloaz.

Seinen
target audience for manga
Iskevrennad eusManga (bannoù-treset) Kemmañ
Arvesterien palKrennard Kemmañ

20th Century Boys, Blame!, Ghost in the Shell, Akira, Golgo 13 pe c'hoazh Hellsing a zo mangaoù seinen. Alies e vezont embannet e magazinoù ma kaver ar ger "young" en o zitl (Young Jump da skouer). Ultra Jump, Afternoon pe c'hoazh Big Comic a zo magazinoù manga seinen brudet.

Kelaouennoù

Listenn kelaouennoù japanat doare seinen hervez ar gwerzhoù war al lajad amzer etre ar 1añ a viz Here 2009 betek an 30 a viz Gwengolo 2010.[1]

TitlGwerzhoù
Weekly Young Magazine807,871
Weekly Young Jump768,980
Big Comic Original729,750
Weekly Manga Goraku500,000
Big Comic454,000
Comic Kairakuten350,000
Weekly Morning340,209
Weekly Manga Sunday (aet da get)300,000
Business Jump (aet da get)285,334
Super Jump (aet da get)277,500
Big Comic Spirits260,024
Comic Shitsurakuten250,000
Young Champion250,000
Comic Ran207,350
Big Comic Superior204,125
Manga Action200,000
Young King200,000

Gwelout ivez

  • Shōnen : evit ar baotred yaouank
  • Shōjo : evit ar merc'hed
  • Josei : evit ar maouezed
  • Kodomo : evit ar vugale

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける