Skol


Ar skol, pe ti-skol, zo un ti ma vez graet skol, ma vez skoliet ha kenteliet, pe kelennet ar vugale.Ober skol zo kement ha deskiñ, kenteliañ, kelenn. Skol a vez graet d'ar vugale, ha d'an dud vras a-wechoù.Ar skolioù a vez lavaret a-wechoù pa gomzer eus an deskadurezh a vez roet en holl skolioù ur vro, eus ar c'henaozadur.

skol
Iskevrennad euseducational institution Kemmañ
Dezverket dretype of educational institution, educational stage, educational accreditation Kemmañ
Arvesterien palKrennard, bugel Kemmañ
A implijschool building Kemmañ
Model itemFranklin School, Pomona College Kemmañ
Rummad tostCategory:Songs about school Kemmañ
Arouezenn Unicode🏫 Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from schools Kemmañ
Albert Anker (1896)

E Breizh e anvezer meur a framm skol :

  • ar skolioù-stad, dindan Ministrerezh an Deskadurezh c'hall
  • ar skolioù katolik, dindan an eskibien
  • skolioù Diwan

Skolioù all zo c'hoazh, evel :

  • ar skolioù labour-douar, dindan Ministrerezh al labour-Douar gall
  • ar skolioù-sonerezh, dindan ar c'humunioù
  • ar skolioù-meur

Skol-vamm

  • Ar skol-vamm eo ar skol ma tegemerer bugale (merc'hed ha paotred) etre daou ha c'hwec'h vloaz met n'eo ket ret mont dezhi.

Kentañ derez

  • Ar skol etre ar skol-vamm hag ar skolaj, etre ar CP hag ar CM2. Derez kentañ ar skolioù rediet eo.

Skolaj

  • Ensavadur kelenn eil derez etre ar c'hwec'hvet hag an trede klas.

Lise

  • Ensavadur kelenn eil derez ivez a zo e bal klokaat hag astenn ar stummadur roet en ur skolaj e sell eus arnodenn ar vachelouriezh.

Skol-veur

  • Ensavadur kelenn uhel, rannet e kevrennoù, a zo goude an eil derez.