Springfield M1903

Ar Springfield M1903, pe Springfield Model 1903, a zo ur fuzuilh tennata dre vorailh stadunanat produet etre 1903 ha 1949. Implijet e voe gant an arme amerikan da vare ar Brezel-bed Kentañ dreist-holl, met servijout a reas e meur a vrezel war-lerc'h.

Springfield Model 1903
Skeudenn ar pennad Springfield Model 1903

Ur fuzuilh Springfield Model 1903
Kinnig
BroBanniel SUA Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-droFuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù.30-03 Springfield (stummoù kentañ), .30-06 Springfield (adalek 1906)
ProduerienSpringfield Armory, Rock Island Arsenal, Remington Arms Company, Smith Corona
Mare produiñ1903-1949
Skouerennoù produet3.004.079
Mare implij1903-1936 (arm standard arme SUA), 1936-1969 (fuzuilh-resisted arme SUA)
Pouez ha muzulioù
Mas3,900 kg
Hirder1.100 mm
Hirder ar c'hanol610 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek91-274 m
Tizh mont e-maez ar boledoù850 m/s
Endalc'h5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallC
US Marines gante fuzuilhoù M1903 en ur foz-brezel e Breuvannes-en-Bassigny, Bro-C'hall, da vare ar Brezel-bed Kentañ
Soudarded Korea ar Su gante Springfield M1903 (20 a viz Gwengolo 1950)

Istor

Da vare ar brezel a-enep Spagn e 1898 e komprenas arme Stadoù-Unanet Amerika e oa diwar-lerc'h o fuzuilhoù Springfield Model 1892 Krag–Jørgensen. Divizet e voe sevel un arm nevez diwar wikefre ar Mauser M1893, he doa diskouezet bezañ kalz efedusoc'h ha suroc'h war an tachennoù emgann. Produet e voe ar skouerennoù kentañ en uzin Springfield e 1903. Kambret e oant da gentañ evit ar munision .30-03, a rae gant ur boled ront ha ponner 220 gram. Dre ma oa fall a-walc'h bannouriezh ar c'hartouchennoù-mañ e voe divizet adkambriñ ar fuzuilhoù evit kartouchennoù .30-06, dezhe boledoù spitzer (begek) etre 150 ha 220 greunenn [1] a nije pelloc'h hag en un doare stabiloc'h.

Implijet e voe ar fuzuilh gant arme ar Stadoù-Unanet war an talbenn e Frañs adalek 1917. Kemeret e voe e lec'h gant an M1 Garand adalek 1936, met skouerennoù eus an M1903 a voe harzlammet d'an emsavioù rezistañs en Europa da vare an Eil Brezel-bed, hag implijet e voe an arm e meur a vrezel gant armeoù all betek ar bloavezhioù 1960. Ur stumm fuzuilh-resisted, an M1903 A4, warni ul lunedenn M84, a voe implijet en arme amerikan betek 1969.

Er sevenadur

  • ur fuzuilh M1903 A4 a vez implijet er film Saving Private Ryan (Steven Spielberg, 1998) gant ar soudard Jackson, tenner resisted ar strollad amerikan.[2]

Implijerien

Kartenn gant implijerien an M1903 Springfield e glas

Ar fuzuilhoù krabanataet d'ar soudarded stadunanat a veze graet Gewehr 249(a) anezho. Ar re grabanataet da soudarded Commonwealth a veze graet Gewehr 249(e) anezho.

Daveennoù

Liammoù diavaez

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan