Tasmant

Hervez brizkredennoù an dud, un tasmant (eus ar ger gresianek φαντασμα /fantasma, "gweledigezh"), anvet ivez spes, teuz, skeud, zo gweledigezh spered pe ene un den marv gant tud vev, a-wechoù loened. Gallout a reont dont war-wel, ober trouzoù iskis pe lezel roudoù kevrinus ha nec'hus. Ober a reont aon d'an dud peurliesañ, ar re a gred enno bepred. Emaint e lec'hioù didud ha kañvaouus evel un ti kozh, ur c'hastell hag all. Mojennoù kozh kenkoulz hag an oberennoù a-vremañ a gont istorioù tasmant e-leizh.

Hamlet dirak tasmant e dad.
Tasmant morlaer gant Howard Pyle.

Tasmantoù brudet : an Itron Wenn, ar c'hannerez-noz, ar c'hoarier(ez) biz-meud...

Lennegezh

E 1914 Canterville's Ghost gant Oscar Wilde.
C'hoariva
  • Odisseia (fin an VIIIvet kantved kt JK), gant Homeros
  • er pezh-c'hoari Ar Bersed gant Aesc'hulos e teu war al leurenn spes Dareios, tad Serses[1]
  • an tasmant, er pezh Hamlet, gant Shakespeare
  • The Castle of Otranto (1764) gant Horace Walpole
  • The Ghost and the Bonesetter (1838) gant Sheridan Le Fanu
  • The haunted man and the ghost's bargain (1848) gant Charles Dickens
  • Madam Crowl's Ghost (1870) gant Sheridan Le Fanu
  • Le Château des Carpathes (1892) gant Jules Verne
  • The Turn of the Screw (1898) gant Henry James
  • Le Fantôme de l'Opéra (1910) gant Gaston Leroux
Kontadennoù
Romantoù ha danevelloù
A bep seurt
  • Brudet eo frazenn gentañ ar Manifesto gant Karl Marx : « Ur spes a sorc'henn Europa, spes ar gomunouriezh »
  • A se titl ul levr gant Jacques Derrida : Spectres de Marx[2]

E brezhoneg

Sinema

  • Ghostbusters, un heuliad filmoù
  • Pirates of the Caribbean (heuliad filmoù) : er pempvet film Dead Men Tell No Tales e kej Jack Sparrow gant ul lestr tasmant, "the Flying Dutchman", morlaeron tasmant en e vourzh.
  • The Addams Family : un dresadenn-vev hag un heuliad filmoù.

Daveennoù