The Hobbit (sonerezh orin)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
The Hobbit : An Unexpected Journey
Sonerezh film gant Howard Shore
Howard Shore en ur sinadeg levrioù e Barnes & Noble e-tal Lincoln Center, New York.

EmbannadurDu 2012
Enrolladur2012
Studio Abbey Road e Londrez
Pad1 e 47 m 42 s (Embannadur standard)
2 e 07 m 03 s (Embannadur ispisial)
Rumm(où)Sonerezh film
FurmadCD
ProduerHoward Shore, Peter Jackson, Fran Walsh, Philippa Boyens
LabelReprise Records
Single(-où)
"Song of the Lonely Mountain" (2012)

The Hobbit : An Unexpected Journey (Original Motion Picture Soundtrack) ha The Hobbit: The desolation of Smaug (Original Motion Picture Soundtrack) zo daou CD doubl enne sonerezh orin filmoù The Hobbit : An Unexpected Journey ha The Hobbit: The desolation of Smaug. Savet int bet gant Howard Shore en deus savet ivez sonerezh saga The Lord of the rings. Kavout a reer ar CDoù en un embannadur eeun hag en un embannadur ispisial (ennañ pennadoù sonerezh ouzhpenn ar pezh a gaver en embannadur all).

The Hobbit : An Unexpected Journey

The Hobbit: An Unexpected Journey ("An Hobbit: ur veaj dic'hortoz" e brezhoneg) zo un albom gant sonerezh orin ar film The Hobbit: An Unexpected Journey.ouzhpenn div eurvezh sonerezh enno ha notennoù gant Doug Adams. Kinniget eo ar musik, dre vras, evel m'emañ er film hag er memes urzh, met pezhioù sonerezh zo a zo bet adaozet da wellaat ar selaouadenn hag evit tostaat eus ar pezh a vefe klevet en ur sonadeg. Diglok eo an enrolladenn neoazh, Dreist-holl abalamour da sonerezh all implijet e lodennoù eus ar film. Kemmoù zo zoken etre an embannadur eeun hag an embannadur ispisial eus ar sonerezh, gant pennadoù sonerezh a glever en embannadur standard ha lod all er furm astennet hepken

Embannet e oa an albom evit An Unexpected Journey d'an 11 a viz Kerzu 2012[1], en embannadur standard hag en hini ispisial war un dro, gant pe a zaou CD[2]. "The Geeks of Doom" a zisklêrias e oa bet adimplijet gant Shore, enrollet gantañ ar sonerezh en Abbey Road Studios hag en AIR Lyndhurst e Londrez[3], lod temoù e sonerezh evit The Lord of the Rings. Implijout a ra an temoù-se da gregiñ avat evit stagañ goude gant ur sonerezh disheñvel a-grenn hag a zeu da vezañ war un dro teñval ha gwellwelus, feal da vennozhioù Jackson ha Tolkien"[4].

Sonet eo titloù ar film gant al London Philharmonic orchestra, London Voices ha laz-kanañ paotred Tiffin, hag ivez gant unsonerien hag unkanerien, o anv Clara Sanabras, Richard Armitage, ha Neil Finn.

The Hobbit: The desolation of Smaug

The Hobbit : The desolation of Smaug
Sonerezh film gant Howard Shore
Howard Shore en ur sinadeg levrioù e Barnes & Noble e-tal Lincoln Center, New York.

Embannadur10 a viz Kerzu 2013
Enrolladur2013
Wellington Town Hall in Wellington, New Zealand
Pad1:56:27 (Embannadur eeun)
2:09:17 (Embannadur ispisial)
Rumm(où)Sonerezh film
FurmadCD
ProduerHoward Shore, Peter Jackson, Fran Walsh, Philippa Boyens
LabelWaterTower Music, Decca Records
Single(-où)
"I See Fire" (5 a viz Du 2013)

The Hobbit: The desolation of Smaug ("An Hobbit: Dismantr Smaug" e brezhoneg) zo un albom gant sonerezh orin ar film The Hobbit: The desolation of Smaug.

The Hobbit: The Battle of the Five Armies

The Hobbit : The Battle of the Five Armies
Sonerezh film gant Howard Shore
Howard Shore en ur sinadeg levrioù e Barnes & Noble e-tal Lincoln Center, New York.

Embannadur8 a viz Kerzu 2014
Enrolladur2014
Wellington Town Hall in Wellington, New Zealand
Pad1:34:01 (Embannadur eeun)
1:48:12 (Embannadur ispisial)
Rumm(où)Sonerezh film
FurmadCD
ProduerHoward Shore, Peter Jackson, Fran Walsh, Philippa Boyens
LabelWaterTower Music, Decca Records

An albom evit The Battle of the Five Armies zo deuet er-maez d'an 8 a viz Kerzu 2014[5] koulz en ambannadur eeun hag en hini ispisial. Sonet e oa gant an New Zealand Symphony Orchestra ha Wellington University Gamelan Orchestra evel evit The Desolation of Smaug. ar Soprano Grace Davidson a gane ar pozioù. Billy Boyd, hag a c'hoarie Peregrin Took e The Lord of the Rings, en deus savet hag enrollet ar son "The Last Goodbye.

Notennoù