Kerzu

12vet miz ar bloaz
Kerzu
1234567
891011121314
15161718192021
22232425262728
293031    


Genver ·C'hwevrer ·Meurzh ·Ebrel ·Mae ·Mezheven ·Gouere ·Eost ·Gwengolo ·Here ·Du ·Kerzu

Daouzekvet ha diwezhañ miz ar bloaz eo Kerzu en Deiziadur gregorian. Ar mizioù du a vez graet eus miz Du ha miz Kerzu e brezhoneg. Un deiz ha tregont zo ennañ, unan eus ar mizioù hirañ eo eta.

Kerzu e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486

An anv

Dont a ra an anv eus "ker" ha "du": ar miz du-tre eo Kerzu.
Kerdu a vez lavaret e rannyezh Treger. Anv ur c'hastell hag ur wazh e korn-bro Lokmikael-an-Traezh eo Kerdu ivez.

E-pad ar miz

Krennlavaroù

  • Tremenet gouel sant Andrev / Arit don ha hadit tev / Ha diwallit dirak al loened bev[1]
  • « Miz Kerzu, miz ar gouelioù / Eo miz ar gwadigennoù. »[2]
  • « Sant Nikolaz, berrañ devezh a zo er bloaz »[3]
  • « Gouel Nedeleg, paz ur c'hefeleg / Da zeiz kentañ ar bloaz, paz ur waz. »[4]
  • « Hañv-goañv betek Nedeleg / Diwar neuze 'vez goañv kalet / Ken e vezo bleuñv en haleg / Hag ac'hano goañv tenn / Ken ne savo bleuñv er spern-gwenn »
  • « An hini n'en deus ket a gig da Nedeleg / A lazh ar c'hog pe e wreg. »
  • « Da noz Nedeleg / Ne gousk den /'Met an touseg / Ha mab an den • N'eus nemet mab an den hag an touseg / Hag a gousk e noz an Nedeleg. »
  • « Dre forzh kanañ Nouel ec'h erru an Nedeleg. »
  • « Nedeleg ha gouel Yann / A laka ar bed etre div rann / Kala Ebrel ha gouel Mikeal / A laka e-leal. »
  • « Erc'h kent Nedeleg / Teil d'ar segaleg. »
  • « Nedeleg sec'h, Pask kailharek / 'Laka an arc'h da vezañ barrek / Hag an ozhac'h da vezañ bouzellek. »
  • « Pa vez da Sul deiz Nedeleg / Hadañ da lin war ar garreg / Ha da brenañ ed gwerzh da gazeg. »
  • « Pa vez loar wenn d'an Nedeleg / E vez lin mat e pep havreg. »
  • « Ur gelienenn d'an Nedeleg / A zo koulz hag ur c'hefeleg. »
  • « Kelien da Nedeleg, skorn da Bask »