Upsilon

Lizherenneg
c’hresianek
Α αΒ β ϐ
Γ γΔ δ
Ε ε ϵΖ ζ
Η ηΘ θ ϑ
Ι ιΚ κ ϰ
Λ λΜ μ
Ν νΞ ξ
Ο οΠ π ϖ
Ρ ρ ϱΣ σ ς
Τ τΥ υ
Φ φ ϕΧ χ
Ψ ψΩ ω
Lizherennoù
diamzeret
Ϝ ϝϘ ϙ
Ϛ ϛͲ ͳ
Ͱ ͱϷ ϸ
Ϻ ϻ

Ugentvet lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo upsilon υψιλόν (Υ, υ) hag a dalvez 400 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.

Anv al lizherenn a oa υ hepken er penn kentañ. Cheñchet e oa bet en u psilon (υ ψιλόν, da lavaret eo 'u simpl') evit e zishañvalout diouzh οι, a oa deuet da gaout ar memes distagadur: [y].

E henc’hresianeg e veze distaget u er penn-kentañ. Distaget e vez LFE [y] pe [y:] e gresianek klasel hag [i] ha [f] pe [v] e diftongennoù e gresianeg a-vremañ.

Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek waw Aleph. Ijinet e oa bet al lizherenn latin nevez Y diwar patrom al lizherenn c’hresianek-mañ gant an Impalaer Claudius evit skrivañ ar son [y] met buan-tre e teuas da vezañ distaget [i].Diorroet e oa bet al lizherennoù latin V ha Y ha da c’houde U ha W ha kirillek Y ([u]) A diwar al lizherenn c'hresianek-mañ.

Implijoù all

Gwelet ivez


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.