V (lizherenn)

An 23vet lizherenn eus al lizherenneg latin a implijer e brezhoneg eo al lizherenn V[1]. El lizherenneg latin kozh e talveze da skrivañ hon U ivez.


Setu amañ da-heul doareoù all da skrivañ ar V e lizherennegoù all :

Proto-semitisches Waw-ZeichenPhönizisches WawGriechisches YpsilonEtruskisches VLateinisches V
kentsemitekFenikianegGresianeg (Upsilon)EtruskegLatin


Diorroet eo bet al lizherenn V diwar patrom ar waw fenikianeg a c'haller gwelet a-us.



Yezhoniezh

Ar V zo ur gensonenn c'hwezh mouezhiet.


Kodoù

Stlenn

  • Code ASCII, ISO 8859-1, Unicode :
    • Pennlizherenn : 86 = U+0056
    • Lizherenn vunut : 118 = U+0076

Radio

  • Lizherennadur el Lizherenneg radio
    • Lizherenneg radio etrebroadel : Viktor
    • Lizherenneg radio alamanek : Viktor
  • E Lizherenneg Morse, al lizherenn V a vez skrivet « ···- »



Notennoù