Vogalenn serr a-dreñv gwasket

Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raokTost a-raokKreizTost a-dreñvA-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Ar vogalenn serr a-dreñv gwasket a zo anezhi ur son vogalennek resis implijet gant yezhoù 'zo, en o zouez ar svedeg hag ar japaneg.

N'eus arouezenn resis ofisiel ebet evit treuzskrivañ ar son-mañ hervez reolennoù al lizherenneg fonetik etrebroadel.

Skouerioù

Dre ma n'eus arouezenn arbennik ebet evit merkañ ar fed ma vez gwasket distagadur ur vogalenn e vez implijet amañ ar sin diakritek bet implijet gwezhall evit merkañ ar gweuzadur chomet dizimplij ([  ̫]) evel arouezenn ad hoc:

Alies e svedeg e vez distaget evel un diftongenn ar vogalenn hir /u/ achu gant ar son hantergensonennel diweuz dre dostaat [β̞] kentoc'h evit ar gensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet ront [w].

Ur vogalenn tost a-dreñv e c'hellfe bezañ ar vogalenn japanek listen. Dre ma n'eus arouezenn arbennik ebet evit treuzskrivañ ar fed ma vez distaget en un doare gwasket ur vogalenn bennak ec'h implijer peurliesañ an arouezenn /ɯ/ pa dreuzskriver ar japaneg. Pa c'hoarvez ar vogalenn /ɯ/ da heul ar gensonenn /h/ e teu da vezañ distaget [ɸ] dre heñveladur, d.s. listen.

Kavet e vez ur vogalenn heñvel outi e norvegeg ivez. Gant ar yezhoù-mañ e vez implijet ivez div vogalenn wasket all: ar vogalenn serr greiz gwasket hag ar vogalenn serr a-raok gwasket.

Gwelit ivez: