Vogalenn damserr a-dreñv plaen

Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raokTost a-raokKreizTost a-dreñvA-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
LFE – niverenn315
LFEunicodeɤ
LFE – skeudenn
X-SAMPA7
Selaou

Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damserr a-dreñv plaen, treuzskrivet [ɤ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 315. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [o].

Disheñvel eo an arouezenn-mañ diouzh homañ [ɣ] hiroc'h he lost, implijet evit treuzskrivañ ar gensonenn drekstaon dre daravat mouezhiet.


Skouerioù

YezhGerLFESter
Alekanoeggamó[ɣɑmɤʔ]'kokombrezenn'
Estoniegkõrv[kɤrv] 'skouarn'
IwerzhonegUladh[ɤlˠu] 'Uladh'
Mandarineghē[xɤ˥]'evañ'
Andamaneg[ˈɤŋe] 'gour'
Gouezeleg Skos[[d'oirbh[d̪̊ɤrʲɤv] 'diaes'
Taiwaneg蚵 pe̍h-ōe-jīô[ɤ˧] 'istr'
Vietnamegtơ[tɤ̄] 'seiz'

Vogalenn etre a-dreñv plaen

E meur a yezh e kaver ur vogalenn etre a-dreñv disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn damserr a-raok plaen [ɤ] hag diouzh ar vogalenn damzigor a-dreñv plaen [ʌ]. Neoazh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [ɤ] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [ɤ̞].

Skouerioù

Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [ɤ] kentoc'h evit [ɤ̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:

YezhGerLFESter
Bulgaregпът[pɤt] 'hent'

Gwelit ivez: