Zec'haria (profed)

Zec'haria[1] pe Zakaria[2], pe Zakari[3](en hebraeg: זְכַרְיָה, "YHWH en deus bet soñj", en arabeg: زكريّا‎ e gresianeg : Ζαχαρίας, e latin: Zacharias) a vez gwelet evel aozer Levr Zec'haria unan eus levrioù ar brofeded en Tanac'h. An unnekvet eus an daouzek profed "bihan" e voe.

Zec'haria livet gant Michelangelo e Chapel Sistina Roma etre 1508 ha 1512

N'ouzer ket kalz tra diwar-benn Zec'haria. Kempred gant Hagai oa. Meneget eo eveltañ e Levr Ezra (Ez5,1). Eus ur familh beleien oa. Prezegenniñ a reas etre 520 ha 518 kent JK da vare ar gouarnour Zeroubavel hag ar beleg bras Yehoshoua goude distro ar Yuzevien harluet da Jeruzalem.Broudet en deus e genvroidi da adsevel an Templ evel Hagai met ledanoc'h eo e gaoz : gwelout a rae adsav Israel hag ur prantad mesiazek o tont.

Daveoù