Mont d’an endalc’had

Amzer (meteorologiezh)

Eus Wikipedia
An arnev a zo un darvoud eus an amzer.

An amzer, pa n'eo ket an amzer a dremen (an eurvezhioù, ar mizioù, ar bloavezhioù, ar c'hantvedoù...), eo ar pezh a c'hoarvez en oabl, e gwiskadoù izelañ an aergelc'h. Lavaret e vez an "amzer a ra". An avel, an arnev (luc'hed...), ar c'horventennoù, an erc'h, ar glav, ar c'hazarc'h, al latar, hag ur bern traoù all c'hoazh a zo lodek en amzer. An energiezh a zeu dimp eus an Heol he deus ur perzh bras en amzer an Douar. N'eo ket unvan an amzer war an Douar. Kalz eo hervez an hin hag ar c'houlz-amzer. Kalz a levezon en deus an amzer a ren war buhez an dud hag ar boudoù bev. Alies e vez kaoz eus "amzer vrav" hag "amzer fall" hep na rofe ar memes talvoudegezh an holl war ar pezh ez eo pep hini anezho. Met traoù evel ar sec'hor hag ar glav-beuz a vez lakaet da vezañ gwall draoù.

Klask a ra an dud studiañ ar pezh a c'hallo an amzer bezañ en devezhioù war-lerc'h: meteorologiezh eo ar skiant-se. Studiet e vez da skouer an avel, e dizh, e duadur, hag ivez an temperadur (ar wrez), al leizhien en aer... Ar skiant a bled gant an hinoù eo an hinouriezh.

Liammoù diavaezkemmañ ar vammenn


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipediaWikipedia:Porched ar gumuniezhPatrick Le BescoKantikou Brezonek Eskopti Kemper ha LeonWikipedia:SkoazellBrezhonegSimo HäyhäDukarkBloavezhioù 530Wikipedia:Kumuniezh/An davarnEuropaWikipedia:Pajennoù da nullañMoudennSkoazell:Kont implijerRouantelezh-UnanetWikipedia:Diwar-bennHengerddMarie-Antoinette AostriaStadoù-Unanet AmerikaA Little RomanceAnnie OakleyPorched:TimbrouriezhWikipedia:Pajenn bersonelWikipedia:Porched ar porchedoùLimaRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaC'haozeadennoùMosin-NagantBengaluruJuan Antonio VillacañasFlandrez FrañsFellasionSkoazell:SkoazellFanny Hill