Heñvel a-walc'h eo lec'hiad Pontekroaz ouzh hini Kemper p'emañ an div gêr en un uhelgompezenn a-us d'ur stêr (a-us div stêr e Kemper) o redek eus ar C'hornôg hag e traoñ dezho e ra ar stêr bennañ un droenn a-serzh evit diskenn d'ar mor. E genoù stêr Waien, 6 km pelloc'h e kaver ur porzh hag a zo Gwaien e anv ivez hag ur porzh all, a-dal da Waien, Poulwazeg e anv (e kumun Ploeneg). A-gozh ez ae ar bigi-samm a-hed an aber betek Pontekroaz e-lec'h ma kave ur pont e fin dourioù dous ar stêr. Diborzhiañ a rae Pontekroaz produioù labour-douar (edoù, legumaj) hag enporzhiañ a rae gwin eus Bourdel ha holen Breizh. Kanienn ar Stêr-Waien a ya a-hed un ugentad a gilometradoù war un ahel eus he mammennn e Pennwaien e Ploneiz betek ar gammdro war-zu ar Su, met div stêr all a gaver en ur foz tektonek er c'hornôg en ur vont betek Bae an Anaon etre Beg ar Vann en Norzh ha Beg ar Raz er Su.
Evel testeni eus ar sevenadur galian-roman ez eus bet kavet ur villa bras a-walc'h e Kervenenneg gant ur c'hibelldi prevez (eno ez eus bet kavet marelladurioù). Un hent roman a ya d'ober harz Pontekroaz en Norzh war an uhelgompezenn hag ez ae an hent-se eus Kemper betek Beg ar Raz.
N'eus roud ebet eus an difennoù a oa bet savet e deroù ar Grennamzer, met graet e veze Tour ar C'hastell eus un nebeud straedoù e kreiz-kêr. Ul lec'h strategel eo bet Pontekroaz en amzerioù kozh p'edo etre ar Vro-Vigoudenn hag ar C'hab a-raok ma oa bet savet ur pont e 1933 e Gwaien.
Sez ur senesaliezh ha lec'h foarioù bras, kozh ha brudet-tre eo bet Pontekroaz ken e oa staliet sez ar galloud ha meur a embregerezh-kenwerzh.
Er XVvet kantved ez eo ar familh Rozmadeg eus Terrug a ya da c'hounit an dreistrenk hag a vo anvet d'ar c'hargoù uhelañ: un eskob hag un den a fiziañs e-kichen ar Roue-Dug e penn ar XVIvet kantved.
Er XVIIvet kantved e voe staliet e Pontekroaz sez isdileuridigezh ar Roue, met er mare-se e teu kêrig Gwaien, e genoù ar richer, da vezañ ur porzh kevezer evit ar c'henwerzh.
Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Billon, person, Quillivic, kure, ha Duverger, aluzener an ursulinezed; nac'het e voe gant Plohinec, kure[4].
E 1823 e voe krouet ar c'hloerdi bihan e skeud an iliz hag adsavet e oa bet goude 20 vloaz gant adeiladour an eskob, Joseph Bigot. Hemañ en doa miret en e soñj pegen brav e oa an tour mistr pa voe karget da sevel tourioù nevez iliz-veur Gemper war-dro 1850.
E dibenn an XIXvet kantved e oa bet savet ur c'hae nevez pa greske ar gounezerezh gant muioc'h-muiañ a broduioù da ezporzhiañ.
Evel meur a annezer eus kêrioù Breizh e savas ar Bonterien a-du gant an Dispac'h gall hag e-pad an IIIe Republik e voe trec'h ar Strollad Radikal-Sokialour er maerdi.
E savadurioù ar c'hloerdi e oa bet staliet ur skolaj-lise prevez dindan baeroniezh sant Visant serret hiziv (ar skolaj a zo bet dilec'hiet da skol gatolik Itron Varia Roskudon). Ennañ e oa bet lojet lod eus an archerien vobil kaset da Blougoñ e 1980.
Ul lec'h evit stalioù ar c'henwerzh dre vras eo kêr ar Pont hag e teu d'en em staliañ enno muioc'h-muiañ a dud a justis (notered, urcherien), a varc'hadourien, a artizaned. Kavet e veze ivez letioù pa greskas an touristerezh hag e dibenn ar c'hantved e oa bet savet gant ar C'huzul-departamant ul linenn hent-houarn gant roudenn strizh hag a yae eus Douarnenez da Waien hag ivez ul linenn hent-houarn hag a yae eus Pontekroaz da Bont-'n-Abad (graet a veze an treñ youtar eus al linenn-se dizimplijet e 1946).
En XXvet kantved eo disgresket saviad armerzhel kêr hag he foblañs da-heul (goude 1950). Kollet he deus he roll kenwerzhel uhel pa veze aesoc'h-aesañ mont-ha-dont gant ar c'hirri-tan ha pa oa bet savet e 1933 ar pont etre Ploeneg ha Gwaien.
Mervel a reas 87 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,46% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5]. E-touez an dud lazhet en Emgann Rossignol : Noël Bonizec, ganet e 1885 er Pont, kaporal en 2vet RIC[6].
Ur skol Diwan zo bet digoret e 2015 hag en distro-skol 2017 e oa 25 skoliad enskrivet eno (14,5% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).