Total War: Warhammer
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
Heuliad | Total War (heuliad c'hoarioù video) |
---|---|
Tachenn | real-time tactics, real-time strategy, grand strategy wargame |
Ti-embann | Sega, Feral Interactive |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg, spagnoleg |
Deiziad embann | 28 Ebr 2016 |
Amleder | Humble Store, Steam, Epic Games Store |
Review score | 86/100, 7/10, 87%, 83/100 |
Bet kinniget evit | The Game Awards − Best Sim/Strategy |
Diorroer | Creative Assembly |
Savenn | Microsoft Windows, OS X, Linux |
C'hoariusted | C'hoari video unc'hoarier, c'hoari video liesc'hoarier, co-op mode |
Input device | logodenn, touchennaoueg |
Diaz embann | embannadur niverel |
Reizhiad verañ gwirioù niverel | Denuvo |
Renkadur USK | USK 12 |
Lec'hienn ofisiel | https://warhammer.totalwar.com/ |
Total War: Warhammer zo ur c'hoari video strategiezh, ha taktek en amzer wirion diorroet gant Creative Assembly hag embannet gant Sega d'ar 24 a viz Mae 2016. Diorroet hag embannet eo bet ar stummoù macOS ha Linux gant Feral Interactive. Awenet eo e reizhad c'hoari gant hini an heuliad Total War, ha gant bed ar c'hoari taol anvet Warhammer, krouet gant Games Workshop. Peder c'hostezenn a c'haller c'hoari pa zeu ar c'hoari er-maez : ar c'hroc'henoù gwer, Impalaeriezh an Dud, Ar Gorred hag ar gonted suner-gwad[1]. Brezelourien ar c'haos a c'haller ouzhpennañ[2] evit ar c'hoarierien o deus rakprenet ar c'hoari, pe o deus prenet anezhañ e-pad kentañ sizhun lañsadur.
Pep kostezenn he deus he senario hag he fal. Unan eus palioù ar peder c'hostezenn gentañ eo argas aloubadeg ar C'haos ha gloazañ Archaon. Strishoc'h eo pal an iskostezennoù, Al Loar grogek hag ar C'hlan Angrund (dizalc'h diouzh ar c'hroc'henoù gwer ha diouzh ar Gorrred), evit hini ar c'hostezennoù all : ret eo dezhe kemer kreñvlec'h Karak an eizh menez.
Seitek gouenn a c'heller implijout er c'hoari :
Total War : Warhammer II eo eil tamm an heuliad, embannet e vo er bloavezh 2017. Peder c'hostezenn nevez zo :
Gallout a ra ar c'hoarierien kenstrollañ o c'hartoù gant re Total War: Warhammer 2.
|