Ardamezioù ar c'herentiad Medici
Medici zo anv ur c'herentiad uhel eus Firenze a zo bet a-bouez en istor kêr e mare an Azginivelezh italian .
Meur a vojenn zo.Hervez Cosimo il Vecchio e vije bet un hendad apotiker, hag anezhañ e teufe an anv Medici, un anv hag a dalvez kement ha "mezeien" en italianeg . War ar skoed eo pilulennoù a weler (pemp ruz evit ar skevent, an avu, ar galon, ar stomog hag ar bouzelloù, unan c'hlas evit ar panacea) .
Anavezout a reer ivez:
Hag ivez:
Jacques Médecin (1928 -1998 ), bet maer Nice , kondaonet gant ar justis c'hall ha repuet en Uruguay , a lavare diskenn eus lignez ar c'herentiad Medici. Poltred Anv Adalek Betek Darempred gant an den en e raok Cosimo de' Medici (Pater Patriae )1434 1 Eost 1464 Mab da Giovanni di Bicci de' Medici , arc'hantour. Piero I de' Medici (Piero an Urlaouek )1 Eost 1464 2 Kerzu 1469 Mab henañ Cosimo de' Medici. Lorenzo Iañ de' Medici (Lorenzo ar Meurdezus )2 Kerzu 1469 9 Ebrel 1492 Mab henañ Piero I de' Medici. Piero di Lorenzo de' Medici (Piero an Amoed )9 Ebrel 1492 8 Du 1494 Mab henañ Lorenzo ar Meurdezus. Distroadet pa erruas armeoù gall Charlez VIII ha pa voe adsavet republik Firenze , gant Girolamo Savonarola da gentañ, ha goude gant Piero Soderini. Giovanni de' Medici 31 Eost 1512 9 Meurzh 1513 Breur da Biero , eil mab Lorenzo ar Meurdezus. Kardinal, dilennet da bab evel Leon X . Giuliano di Lorenzo de' Medici 9 Meurzh 1513 17 Meurzh 1516 Breur d'ar C'hardinal Giovanni de' Medici, trede mab Lorenzo ar Meurdezus. Lorenzo II de' Medici 17 Meurzh 1516 4 Mae 1519 Niz da Giuliano de' Medici, dug Nemours, mab da Piero an Amoed . Giulio de' Medici 4 Mae 1519 19 Du 1523 Kenderv da Lorenzo II de' Medici , dug Urbino, mab Giuliano de' Medici a oa breur Lorenzo ar Meudezus, dilennet da bab, evel Klemañs VII . Ippolito de' Medici 19 Du 1523 24 Here 1529 Kenderv d'ar c'hardinal Giulio de' Medici , mab bastard da Giuliano de' Medici , dug Nemours.
A Alessandro de' Medici • Angelica de' Medici • Anna de' Medici • Antonio de' Medici • Asdrubale de' Medici •
B Bernardetto de' Medici • Bernardo Antonio de' Medici • Bia de' Medici • Bianca de' Medici •
C Carlo de' Medici • Caterina de' Medici • Clarice de' Medici • Claudia de' Medici • Contessina de' Medici • Cosimo de' Medici •
D E F G I L M N O P V