Adam Mickiewicz

Adam Bernard Mickiewicz (24 a viz Kerzu 1798 e Zaosie en Impalaeriezh Rusia26 a viz Du 1855 e Kergustentin, en Impalaeriezh Otoman) a oa ur skrivagner polonek. Skrivañ a reas barzhonegoù, pezhioù-c'hoari, skridoù politikel, sevel a reas troidigezhioù hag embanner e voe ivez. Sellet a reer outañ evel barzh broadel Polonia.[1]

Poltred Adam Mickiewicz gant Walenty Wańkowicz, 1828-1829.

Sellet a reer outañ hiziv evel unan eus tri barzh brasañ mare ar Romantelezh e Polonia, a-gevret gant Juliusz Słowacki ha Zygmunt Krasiński) hag evel unan eus ar skrivagnerien wellañ biskoazh e Polonia[2],[3],[4] hag en Europa a-bezh zoken[5] Hervez kalz skridvarnerien ez eo Adam Mickiewicz ar barzh gwellañ-holl a zo el lennegezh polonek.[2][3][4]. E-touez e skridoù brudetañ e kaver gwerzioù, romantoù barzhoniel, ar pezh-c'hoari Dziady hag ar werz brudet Pan Tadeusz, un doare meurgan a gont buhez aotrouien diwezhañ Kenunaniezh Polonia ha Lituania.

Ganet e oa Mickiewicz el lodenn eus Lituania, bet e Kenunaniezh Polonia ha Lituania, hag a oa en Impalaeriezh Rusia d'an ampoent. A-hed e vuhez e stourmas evit frankiz Polonia. Setu perak e rankas kuitaat e vro : goude pemp bloavezh e-kreiz Rusia, e kuitaas an Impalaeriezh e 1829 ha bevañ a reas en harlu, evel meur a hini eus e genvroiz, e Roma hag e Pariz dreist-holl, e-lec'h ma kelennas ar yezhoù slavek hag o lennegezhioù e Kolaj Bro-C'hall. Mervel a reas gant ar c'holera moarvat, pa oa er Kergustentin, o klask bodañ divroidi bolonat da gemer perzh er stourm a-enep Rusia, e Brezel Krimea.[6]

Notennoù


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.