Alfred Tennyson

Alfred, Lord Tennyson
Alfred Tennyson
The Right Honourable
The Lord Tennyson
Fellow of the Royal Society
Luc'hsk. Julia Margaret Cameron, 1865
Obererezhbarzh
Ganedigezh6 a viz Eost 1809, e Somersby,
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Marv6 a viz Genver 1892,
e Lurgashall, R. U.
Yezh skrivañsaozneg
EnorioùBarzh Ofisiel ar Rouantelezh
Oberennoù pennañ

Alfred, Lord Tennyson (18091892) zo ur barzh saoz. Barzh Ofisiel ar Rouantelezh (Poet Laureate of Great Britain and Ireland) e voe e-pad an darn vrasañ eus ren ar Rouanez Victoria, hag ur barzh saoznek eus ar re vrudetañ.
Pezhioù-c'hoari a savas ivez, met ne reas ket berzh gante.

E vuhez

Tennyson a oa ganet e Somersby, e Lincolnshire. E dad, George Clayton Tennyson (17781831), a oa person anglikan) eno, en devoa 12 bugel, hag Alfred e oa ar pevare[1].

Troet e oa an tad gant an arzoù, livañ ha seniñ a rae. Ne oa ket paour, ha kas a rae e vugale d'an aod e-pad an hañv, da Mablethorpe pe Skegness, en arvor reter Bro-Saoz. E vamm, Elizabeth Fytche (17811865), a oa merc'h d'ar beleg Stephen Fytche (17341799), kure St. James Church, Louth (1764) ha person Withcall (1780), ur gêriadennig etre Horncastle ha Louth.
Evezh a daole an tad ouzh deskadurezh e vugale. Alfred ha daou eus e vreudeur a skrive barzhoniezh pa oant krennarded, ma voe embannet un dastumad eus o oberennoù pa oa 17 vloaz. Unan anezho, Charles Tennyson Turner, a zimezas da Louisa Sellwood, c'hoar yaouank da zanvez pried Alfred. Ur breur all, Edward Tennyson, a voe kaset da di ar re foll.

Oberennoù

The Garden at Somersby Rectory
W. E. F. Britten
Tennet eus The Early Poems of Alfred, Lord Tennyson, 1901
  • Poems, Chiefly Lyrical (1830), ma kaver :
    • The Dying Swan
    • The Kraken
    • Mariana
  • Lady Clara Vere de Vere (1832)
  • Poems (1833):
  • St. Simeon Stylites (1833)
  • Poems (1842):
    • Locksley Hall
    • Tithonus
    • Vision of Sin[3]
    • The Two Voices (1834)
    • Ulysses (1833)
  • The Princess; A Medley (1847)
    • The Princess
    • Now Sleeps the Crimson Petal[4]
    • Tears, Idle Tears
  • In Memoriam A.H.H. (1849)
  • Ring Out, Wild Bells (1850)
  • The Eagle (1851)
  • The Sister's Shame[5]
  • Maud; A Monodrama (1855/1856)
    • Maud
    • The Charge of the Light Brigade (1854)[6]
  • Enoch Arden and Other Poems (1862/1864)
    • Enoch Arden
    • The Brook[7]
  • Flower in the crannied wall (1869)
  • The Window – Kanaouennoù gant Arthur Sullivan (1871)
  • Harold (1876)[8]
  • Idylls of the King (savet etre 1833–1874)
  • Locksley Hall Sixty Years After (1886)
  • Crossing the Bar (1889)
  • The Foresters, pezh-c'hoari, sonerezh gant Arthur Sullivan (1891)
  • Chiefess Kapiolani (embannet goude e varv gant Hallam Tennyson)[9]

Hêrezh

Bommoù pe werzennoù gant Alfred, Lord Tennyson a vez dibunet aes er broioù saoznek, evel :

  • Nature, red in tooth and claw
  • 'Tis better to have loved and lost / Than never to have loved at all
  • Theirs not to reason why, / Theirs but to do and die
  • My strength is as the strength of ten, / Because my heart is pure
  • To strive, to seek, to find, and not to yield
  • Knowledge comes, but Wisdom lingers
  • The old order changeth, yielding place to new

"An Natur, ruz he dent hag he skilfoù"
"Gwell eo bezañ bet karet ha kollet / Eget bezañ bet hep karout"
"Arabat eo klask ar perag / Ret eo ober ha mervel"
"Par da hini dek eo ma nerzh / Rak glan eo ma c'halon"
"Stourm, klask, kavout, ha n'eo ket plegañ"
"Dont a ra ar Ouiziegezh, met dilerc'hañ a ra ar Furnez"
"Kemmañ a ra an urzh hen, en ur lezel lec'h d'unan nevez"

E brezhoneg

[...], ha sed amañ pehini: ldyllis of the King, gant Tennyson, (emañ c'hoazh amañ e Krec'h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc'h kelien ha duet gant ar moged). — "Va zammig buhez", gant Jarl Priel, pajenn 70[10]


Levrlennadur

  • Alfred, Lord Tennyson, The Poetical Works of Alfred Tennyson, Poet Laureate, HArdpress Publishing (2013), 756 pajenn, ISBN 978-1-314-47829-7 (en)

Notennoù


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.