Genver

miz kentañ ar bloaz
Genver ·C'hwevrer ·Meurzh ·Ebrel ·Mae ·Mezheven ·Gouere ·Eost ·Gwengolo ·Here ·Du ·Kerzu
Genver
1234567
891011121314
15161718192021
22232425262728
293031    


Miz kentañ ar bloaz en deiziadur gregorian eo miz Genver, skrivet Genveur a-wechoù.

Genver e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486
Genver — Leandro Bassano, c. 1595-1600

Deizioù ar miz

Krennlavaroù

  • « Deiz gouel sant Adrien / E trec'h al laou war ar c'hwen »[1]
  • « Genver a garg ar foz, C'hwevrer e zalc'h kloz »[2]
  • « Genverig a lavar / Ez eus vi gant ar yar »
  • « Gwell eo gwelet ki en kounnar / Evit heol e miz Genvar »
  • « Hanter Genver un eur a hed / Da c'houel Chandelour div abred »
  • « Hanter Genver div eur deiz, / D'ar Chantelour teir ne vez. »[3] ; "ar Chantelour" : Gouel Maria ar Gouloù : d'an 2 a viz C'hwevrer en Iliz katolik roman.
  • « Miz Genver / Kalet pe dener »
  • « Miz Genver e hal ar saout hag e tozv ar yer »
  • « Miz Genver e tozv an enez hag e hal an dañvadez »
  • « Miz Genver, hiziv evel kent / A ziskouez eo hir e zent »[4]
  • « Ne vo ket leun ar solier / Mar bez heol tomm da viz Genver »
  • « Pa vez tremenet dent Genver / E vez diskouloc'h an amzer »[5]
  • « Pa vez kurun e miz Genver / E vez kurun bep miz. »

Anv-tud

Un anv-badez hag un anv-tiegezh eo Genver ivez.

Tud miz Genver

Pennadoù kar

Sellit ouzh ar ger Genver er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Notennoù ha daveennoù