Ar Vaneg

Ar Vaneg (Рукавичка / roukavychka, ar vaneg, en ukraineg) zo ur gontadenn eus Ukraina, brudet er bed a-bezh, ha troet en ur bern yezhoù. Dastumet eo bet en XIXvet kantved gant Pavlo Tchoubynsky hag Ivan Rudchenko.

Ar Vaneg, war un timbr eus Ukraina.

Yezhoù

El mitón eo an anv spagnolek, da lavarout eo miton e brezhoneg. E Bro-C'hall eo anavezet evel la Moufle ha kontet e vez da vezañ rusek.Er broioù saoznek eo anavezet evel The Mitten[1], ha brudet eo embannadur an oberourez stadunanat Jan Brett e 1989.E brezhoneg eo bet embannet gant Sav-Heol evel Ar Vaneg e 2021, diwar an embannadur gallek.

Er sevenadur

  • E 1996 gant Ukranimafilm, un dresadenn-vev sevenet gant Natalya Marchenkova hag anvet Рукавичка Roukavychka ("Mitonig").
  • E 2001 ur rummad timbroù, en o zouez unan diwar-benn Ar Miton.

Notennoù