Arzh gell

Arzh gell


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad :Animalia
Skourrad :Chordata
Kevrennad :Mammalia
Urzhad :Carnivora
Kerentiad :Ursidae
Genad :Ursus
Anv skiantel
Ursus arctos
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An arzh gell (Ursus arctos) a zo ur rumm ag arzhed bras a vez kavet en Eurazia hag e Norzhamerika e lec'h ma vez graet grizzly anezhañ. Ha graet a vez kodiak ag an hini brasañ a annez an inizi Kodiak. Unan ag an izili brasañ ag urzh ar bronneged kigdebrer eo, warlec'h e genderv tostañ, an arzh gwenn (Ursus maritimus), hag a zo brasoc'h peurliesañ.[1][2][3][4][5] Beviñ a ra e Rusia, en Azia ar C'hreiz , an Himalaya, ar Sina, ar C'hanada, ar SUA, an Hokkaido, al Lec'hlenn, ar Balkanioù, ar C'harpatoù, an Iran, an Anatolia, hag ar c'haokaz. An arzh gell a zo anavezet evel un arouez broadel pe stadel e meur a vro europat.[6]

Daoust ma koazhas e dachad gouennañ, e ven e statud mirerezh en arvar izelañ hervez er roll an IUCN, gant ur boblañs a 110,000 enez. N'eus nemetañ hag an arzh du e touez ar spesadoù arzh ha n'int ket rummet evel bout en arvar da vont da get, hogen chom a ra argaset gant an dud rak e vrasded. Aet eo da get an arzh Atlas en Africa hag ar grizzly californian[7] ha mexican. Meur a rumm hag a annez su an Eurasia a zo en arvar bras. Unan ag ar rummoù bihanañ (arzh an Himalaya), a zo war-nes mont da get en natur, o dalc'hiñ 2% ag e dachad a-orin hepken. En Italia da skwer eh eus unan ag ar poblañsoù digenvez ag arzhed en Europa anvet arzh marsican gant un niver a 50 da 60 arzh.[6][8]

Tiriad an arzh gell

Daveoù


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger arzh gell er
wikeriadur, ar geriadur frank.