Avelioù lec'h
Wikimedia roll
- Autan Gwenn : avel gevred, sec'h ha tomm, o c'hwezhañ e Lengadòc uhel.
- Autan Du : ar memes avel eo, met berr, a-wezhioù gant glav.
- Bora : avel yen e Mor Adria hag er Mor Du.
- Breva : avel o c'hwezhañ e-pad an deiz, e bro Lenn Como.
- Harmattan : avel viz, sec'h-tre, o c'hwezhañ e-pad ar goañv hag e-pad an nevezamzer en Afrika ar C'hornaoueg.
- Hegoa : avel su, tomm ha sec'h, met glav a vez war-lerc'h, en Euskal Herria.
- Khamsin : anv ar Simoun en Ejipt.
- Levêche : avel su ha sec'h, mougus, e su Spagn hag e rannvro Oran.
- Libeccio : avel gornôg pe mervent, rust en holl vareoù-bloaz, e Korsika hag en Italia.
- Mistral (avel vestr) : avel norzh, o c'hwezhañ e traoñienn ar Rhône hag e Provañs.
- Marin (avel-vor) : avel su tomm ha gleb hag a c'hwezh eus ar Mor Kreizdouarel betek Provañs ha Lengadòc.
- Norther : avel yen en Amerika an Norzh, tomm en Aostralia.
- Pampero : avel gornôg en Arc'hantina, eus miz Gouhere betek miz Gwengolo.1
- Simoun : avel sec'h ha tomm en Afrika an Norzh ; toulloù valigant.
- Sirocco : avel su, sec'h ha tomm, e-pad an hañv, en Afrika an Norzh ; gleborek ha tomm, e-pad an hañv, en Italia ar su.
- Tramontane (avel sterenn) : avel walarn ha norzh e Lengadòc hag e Rossillò.
- Vaudaire : avel gevred e Suis.
- Zonda : avel domm en Arc'hantina.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipediaWikipedia:Porched ar gumuniezhPatrick Le BescoKantikou Brezonek Eskopti Kemper ha LeonWikipedia:SkoazellBrezhonegSimo HäyhäDukarkBloavezhioù 530Wikipedia:Kumuniezh/An davarnEuropaWikipedia:Pajennoù da nullañMoudennSkoazell:Kont implijerRouantelezh-UnanetWikipedia:Diwar-bennHengerddMarie-Antoinette AostriaStadoù-Unanet AmerikaA Little RomanceAnnie OakleyPorched:TimbrouriezhWikipedia:Pajenn bersonelWikipedia:Porched ar porchedoùLimaRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaC'haozeadennoùMosin-NagantBengaluruJuan Antonio VillacañasFlandrez FrañsFellasionSkoazell:SkoazellFanny Hill