Suis

stad en Europa

Ur stad eus Europa eo Suis (en alamaneg Schweiz, e galleg Suisse, en italianeg Svizzera, e romañcheg Svizra) a zo ur vro eus kreiz-kornaoueg Europa gant Alamagn, Frañs, Italia, Aostria ha Liechtenstein en-dro dezhi. Gant hec'h anv latin Helvetia e vez graet ivez. Bern eo he c'hêr-benn.

Schweizerische Eidgenossenschaft (de)
Confédération suisse (fr)
Confederazione Svizzera (it)
Confederaziun svizra (rm)
Confoederatio Helvetica (CH) (la)

Kengevredad Suis
Banniel SuisSkoed Suis Suis
BannielSkoed Suis
Ger-stur : Unus pro omnibus, omnes pro uno ("Unan evit an holl, an holl evit unan")
Lec'hiadur Suis
Lec'hiadur Suis
Kêr-bennBern
Kêr vrasañZürich
Yezh(où) ofisielalamaneg, galleg, italianeg, romañcheg (broadel)
Gouarnamantstad kevredel
 - PrezidantViola Amherd
Gorread
 - Hollad41 285 km² (132)
 - Dour (%)3,7%
Poblañs
 - istimadur 20097.707.600 ()
 - Stankter192.6/km² (21vet)
PDK (PGP)2008 (istimadur)
 - Hollad$313 a viliardoù (38vet)
 - Keidenn$500 a viliardoù (21vet)
FDD  (7vet)2005 (uhel) ([[Roll ar broioù hervez Feur an Diorroadur Denel|]])
Moneizlur suis (CHF)
Gwerzhid-eur(UTC)
Kod kenrouedad.ch
Kod pellgomz+41

Douaroniezh

Rannet eo Bro-Suis e tri zakad meur : menezeg ar Jura, Uhelgompezenn Bro-Suis hag an Alpoù suis. An uhelgompezenn eo an hini stankañ war dachenn ar boblañs hag an armerzh.

Istor

Sellout ouzh ar pennad istor Suis.

Savet e oa Kengevread Bro-Suis d'ar 1añ a viz Eost 1291. An deiz-mañ eo a zo lidet evel deiz ar vro diwar neuze. Techet eo bet Suis da chom neptu en istor, n'he deus ket ezelet d'an ABU nemet e 2002.

Politikerezh ha melestradurezh

Gwelout ar pennad kantonioù Suis.
Ur c'hevread a gantonioù eo abaoe 1848. E 26 kanton eo rannet ar vro hiziv hon deiz.

Aozadurioù etrebroadel

Sez meur a aozadur etrebroadel he deus : Poellgor Etrebroadel ar Groaz Ruz, eil brasañ sez Aozadur ar Broadoù Unanet goude New York, Ofis ar Broadoù Unanet e Geneva, Bank ar Paeamantoù Etrebroadel hag ar Poellgor Olimpek Etrebroadel.

Ezel eo Suis eus an Takad Schengen hag eus Kevredigezh Frankeskemm Europa, n'eo ket nag eus Unaniezh Europa nag eus Takad Armerzhel Europa avat.

Renk Suis er bed

Evit an "neveziñ" e oa Suis da gentañ er bed e 2012 ha 2013 hervez skol-veur Cornell (USA), Insead (Frañs) hag Aozadur bedel ar perc'hennañ spered[1].

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù