Brandenburg


Brandenburg (alamaneg Brandenburg, sorabeg Braniborska) a zo unan eus al Länder a ya d'ober Alamagn hiziv. Gronnet penn-da-benn eo Berlin gantañ. Dont a ra e anv eus hini kêr Brandenburg an der Havel, e-lec'h m'edo ar galloud politikel da vare sevel Marz Brandenburg. 86 annezad/km² eo stankter al land, da lavaret eo ez eo al Land an nebeutañ poblet goude Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Er Brandenburg e kaver ivez rannvroioù paourañ Alamagn : e lec'hioù zo ez eo izeloc'h keidenn ar c'horvoder evit er Republik Tchek. A-drugarez d'an hêrezh prusian ez eo memestra unan eus al länder pinvidikañ a-fet sevenadur.

Brandenburg

Skol-veur Potsdam]]
Lec'hiadur
Skoed ha banniel
Skoed Brandenburg
Skoed Brandenburg

Banniel Brandenburg
Banniel Brandenburg
Douaroniezh
Gorread29 478,61 km²
Poblañs2 525 404 (10/2008)
Stankted85,67 annezad/km²
Pdk54,9 MM€
Pdk dre annezad21 700 €
Politikerezh
Ministr-prezidantDietmar Woidke
LandtagSPD : 30
Die Linke : 25
CDU : 19
FDP : 7
Grüne : 6 – : 1

Lec'hienn ofisielwww.brandenburg.de

Istor

Land Brandenburg a voe krouet evit ar wech kentañ e 1947 pa voe divodet Stad dieub Prusia. C'hwec'h vloaz e padas. Evel holl länder all DDR e voe divodet e 1952, ha tri distrig (Bezirke) a voe savet en e blas : distrig Cottbus, distrig Frankfurt (Oder) ha distrig Potsdam. Pa voe adunvanet Alamagn e voe adsavet land Brandenburg e 1990, diwar tiriad proviñs Brandenburg da vare Prusia, da lavaret eo ar pezh a oa Marzoù Brandenburg (Mark Brandenburg) e kornôg an stêr Oder. Tiriad Marzoù Brandenburg (Neumark) a oa er reter d'ar stêr Oder a zo ul lodenn eus Polonia abaoe 1945. Ar Marzoù kozh (Altmark), hag a oa bet ul lodenn eus Marzoù Brandenburg hag eus Saks da vare Prusia a zo hiziv an deiz ul lodenn eus Saks-Anhalt.

Douaroniezh

Land brasañ DDR e oa ar Brandenburg (gorread e-tro 30 000 km²). Er reter ez eo stok ouzh harzoù Polonia : ar stêrioù Oder ha Neisse eo a ya d'ober an harz etre an div vro. En norzh emañ Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg, Saks-Anhalt er c'hornôg ha Saks er su. Berlin (kêr-stad) a zo e-kreiz al land. Potsdam, Landtag, Cottbus, Brandenburg an der Havel ha Frankfurt eo ar c'hêrioù brasañ (a-fet poblañs). Bras eo ivez Eberswalde, Neuruppin, Schwedt hag Eisenhüttenstadt.

Spreewald

Stank eo ar c'hoadeier hag ar gwazhioù er Brandenburg : Spreewald (er gevred) ha Havel en norzh. Sed perak e teu touristed d'ober troioù-bale pe da bleustriñ war ar sportoù merdeiñ. Ouzhpenn 3 000 lenn naturel ha 30 000 km dourredennoù a zo : al land alaman ennañ ar muiañ a boulloù-dour eo. Rannvroioù all eus ar Brandenburg a zo brudet : en Havelland (er c'hornôg) e vez gounezet frouezh, er Schorfheide (norzh-kreiz) ez eo brudet ar chase hag ivez Luzasia (er gevred), Fläming, Märkische Schweiz (rannvro goadek er reter) hag ivez ribloù ar stêr Oder hag ivez Prignitz er gwalarn.

N'eus stêr vras ebet a douchfe ar Brandeburg : an Neisse hag an Oder a ya d'ober an harzoù gant Polobia er reter. Er c'hornôg ez eo ar stêr Elbe a zisparti ar Brandeburg diouzh daou land all : Saks-Anhalt ha Saks-Izel. Ar stêrioù Havel ha Spree eo an div stêr a-bouez er Brandenburg. Schwielochsee (13,3 km²), Scharmützelsee (12,0 km²), Unteruckersee (10,4 km²) ha Parsteiner See (10,0 km²) eo lennoù brasañ ar Brandeburg.

Hin

Meurvorel gwastet gant ul levezon kevandirel bras eo hin Brandenburg, ha splann eo an diforc'hioù etre ar c'houlzioù-amzer. 8,7 °C eo keidenn an temperadur : Genver eo ar miz yenañ (keidenn -1,1 °C) ha Gouere an hini tommañ(keidenn 18,4 °C).600 mm eo ar geidenn glaveier dre vloaz, da lavaret eo ez eo Brandenburg unan eus länder sec'hañ Alamagn. Unan eus rannvroioù sec'hañ Alamagn eo an Oderbruch : nebeutoc'h evit 500 mm glaveier ar bloaz. Lod brasañ ar glaveier a vez e-pad an hañv, ha peurliesañ e vez sec'h ar goañv hag an nevez-amzer. E-pad an hañv e vez riskloù tanioù-gwall, peogwir ez eus mareoù sec'h hir etre ar glaveier.

1600 eurvezh eo keidenn heoliadur Brandenburg.


Diagramm hin Potsdam
MizGenverC'hwevrerMeurzhEbrelMaeEvenGouereEostGwengoloHereDuKerzuBloavezh
Keidenn an temperadurioù (°C)-1,1-0,33,38,313,416,818,417,714,28,94,20,78,7
Keidenn ar glaveier (milimetroù)443932424766717145474640590

Bleuniadur ha loened

Kalz koadeier pin a zo, al lod brasañ anezho a zo kresket e lec'hioù bet implijet gant ar Arme Ruz hag arme DDR. Traezhek eo lod brasañ douaroù ar Brandenburg.

Sevenadur

Hans-Otto-Theater Potsdam, tost ouzh ar stêr Havel

Ouzhpenn ar pezh a c'haller kavout er c'hêrioù bras e vez aozet darvoudoù sevenadurel el land a-bezh. Ar festival sonerezh klasel hag opera e kastell Rheinsberg, ar festival Musiksommer e manati Chorin, hag ar festivalioù c'hoariva ha sonerezh a-vremañ aozet e kastell Neuhardenberg, a zo darvoudoù a-bouez.

C'hoarivaoù pennañ Brandenburg :

Deskadurezh uhel

Levraoueg Technische Universität Cottbus

Skolioù-meur Brandenburg :

  • Universität Potsdam
  • Universität Europa Viadrina e Frankfurt
  • Brandenburgische Technische Universität Cottbus

Fachhochschule Brandenburg :

  • Fachhochschule Brandenburg e Brandenburg an der Havel
  • Fachhochschule Eberswalde e Eberswalde
  • Fachhochschule Lausitz e Senftenberg hag e Cottbus
  • Fachhochschule Potsdam e Potsdam
  • Technische Fachhochschule Wildau e Wildau
  • University of Management and Communication e Potsdam
  • Hochschule für Film und Fernsehen Konrad Wolf e Potsdam

Politikerezh

Landtag Brandenburg
Matthias Platzeck

E Potsdam emañ sez Landtag Brandenburg. Abaoe 2002 ez eo Matthias Platzeck (SPD) ministr-prezidant. Ur gouarnamant diazezet war ar genunaniezh SPD ha CDU, bet aozet en Alamagn a-bezh d'an 22 a viz Du 2005, eo.

Gouarnamant Matthias Platzeck :

  • Ministr an diabarzh: Jörg Schönbohm, CDU
  • Ministrez ar justis: Beate Blechinger, CDU
  • Ministr an argant: Rainer Speer, SPD
  • Ministr an armerzh: Ulrich Junghanns, CDU
  • Ministr al labour, ar c'hengred, ar yec'hed hag ar familh : Dagmar Ziegler, SPD
  • Ministr al labour-douar, an endro hag ar beveziñ: Dietmar Woidke, SPD
  • Ministr an deskadurezh, ar yaouankiz hag ar sportoù: Holger Rupprecht, SPD
  • Ministrez ar skiantoù, an enklaskoù hag ar sevenadur: Johanna Wanka, CDU
  • Ministr aozañ an tiriad: Reinhold Dellmann, SPD

Arondisamantoù ha kêrioù-arondisamantoù

Arondisamantoù Brandeburg, e-kreiz emañ Land Berlin

Abaoe 1993 ez eo rannet Land Brandenburg e 14 arondisamant ha 4 c'hêr-arondisamant. N'eus arondisamant ebet anvet diwar anv e benngêr, ar pezh a zo dibar keñveriet gant al Länder all.

419 kumun a zo er Brandenburg, en o zouez 108 kêr ha 4 c'hêr-arondisamant (alamaneg : kreisfreie Städte).

Niv.BlasonArondisamantPlakenn-varilhPenngêrAnnezidiGorread
1. BarnimBAREberswalde177.6781.494,33 km²
2. Dahme-SpreewaldLDSLübben (Spreewald)161.5092.261,09 km²
3. Elbe-ElsterEEHerzberg (Elster)115.8521.889,34 km²
4. HavellandHVLRathenow155.2911.717,15 km²
5. Märkisch-OderlandMOLSeelow191.3262.127,99 km²
6. OberhavelOHVOranienburg202.3481.795,77 km²
7. Oberspreewald-LausitzOSLSenftenberg125.5411.216,65 km²
8. Oder-SpreeLOSBeeskow186.8412.242,71 km²
9. Ostprignitz-RuppinOPRNeuruppin104.9482.509,22 km²
10. Potsdam-MittelmarkPMBelzig204.4592.575,05 km²
11. PrignitzPRPerleberg84.5022.123,31 km²
12. Spree-NeißeSPNForst (Lausitz)130.9741.647,89 km²
13. Teltow-FlämingTFLuckenwalde162.3152.092,08 km²
14. UckermarkUMPrenzlau133.1893.058,08 km²
Kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte) Brandenburg :
1. Brandenburg an der HavelBRB72.583228,77 km²
2. CottbusCB101.821150,3 km²
3. FrankfurtFF61.497147,61 km²
4. PotsdamP152.730187,37 km²

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Länder Alamagn
Baden-Württemberg |  Bavaria |  Berlin |  Brandenburg |  Bremen |  Hamburg |  Hessen |  Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg |  Nordrhein-Westfalen |  Rheinland-Pfalz |  Saarland |  Saks |  Saks-Anhalt |  Saks-Izel |  Schleswig‑Holstein |  Thüringen


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.