Charlez IV (Bro-C'hall)
Charlez IV, ganet d'an 18 a viz Even 1294 ha marvet d'an 1 a viz C'hwevrer 1328, a voe roue Bro-C'hall, ha Roue Navarra evel Carlos Iañ Navarra, eus 1322 betek 1328.
Mab e oa da Fulup IV ha Janed Iañ Navarra.
Dimezioù
Teir gwech e timezas:
- da Blanche Bourgogn (war-dro 1296-1326), etre 1308 ha 1322, bac'het e voe ar rouanez ha torret e voe an eured;
- da Marie de Luxembourg (1322-1324)
- da Jeanne d'Évreux (1325-1328)
War e lerc'h
N'en doe Charlez IV mab ebet, ma tremenas ar gurunenn etre daouarn e gendirvi eus an tiegezh Valois, tra ma'z eas kurunenn Navarra gant e nizez, Jeanne.
Daoust da se e voe tabut diwar-benn hêrezh Charlez IV ha kurunenn Bro-C'hall etre an tiegezh Valois, eus lignez ar wazed, hag an tiegezh Plantagenêt, eus lignez Isabelle, c'hoar Charlez, hag un dek vloaz goude e savas brezel, brezel ar c'hant vloaz.
En e raok: Fulup V | Roue Bro-C'hall Roue Navarra 1322 – 1328 | War e lerc'h: Fulup VI |
Notennoù
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle