Consolidated B-24 Liberator
Ar Consolidated B-24 Liberator (“dieubour”) a oa un nijerez-vombeziñ pounner amerikan eus an Eil Brezel-bed. Savet e oa bet gant an embregrezh Consolidated Aircraft eus Kalifornia. Ur bern a zo bet graet (18 400 en holl) ha bet en implij gant un darn vat eus aerluioù ar Re Gevredet. Implijet e veze e-skoaz ar B-17 Flying Fortress. Modernoc'h eget hemañ diwezhañ e oa, muioc'h a vombezennoù a c'halle kas gantañ, uheloc'h, pelloc'h ha buanoc'h e c'halle nijal met diaesoc'h e oa da leviañ, ha techet e oa an tan da gregiñ ennañ. Daoust da se eo bet talvoudus e berzh evit ar Re Gevredet.
Liammoù diavaez
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle