Tierniezh Jin (265 - 420)

(Adkaset eus Dierniezh Jin)



An Dierniezh Jin (Sinaeg晋朝), unan eus ar C'hwec'h Tiernezh a heulias marevezh an Teir rouantelezh e Sina. Kent marevezh an Tierniezhioù Su & Norzh eman. Gant ar familh Sima e voe diazezet.

晉朝
Tierniezh Jin
Flag
Flag
265 – 420
Location of Jin
Location of Jin
Tachenn Tiernezh Jin
Kêr-bennDianav
Yezh(où)Sinaeg
GouarnamantImpalaeriezh
Istor
 - Aloudabeg Wu ar Reter265
 - Erlec'hiet gant Liu Song420


Istor Sina
Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzerZhou ar Reter
Stadoù Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornôgHan
Xin
Han ar Reter
Teir rouantelezh
C'hwezek rouantelezh
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou)
Liao
5 Tierniezh & 10 Rouantelezh
Jin
Kornôg Xia
Tierniezh Yuan
Republik Pobl Sina
(1, 2, 3, 4)
Republik Sina (Taiwan)

Istor

E daou brantad e vez disrannet an tierniezh Jin. Tierniezh Jan ar C'hornôk (西晉, 265316) a voe krouet gant Impalaer Wu Jin e 265. Daoust ma teuas a-benn da unvaniñ ar vro dre stagañ Wu ar Reter e 280 ne voe ket gouest da harz ouzh ar gantreidi goude Brezel an Eizh Priñs. Aloubet e voe Luoyang e 311 gant Han Zhao ha lazhet e voe Impalaer Huai Jin. Repuiñ a reas an dierniezh da Chang'an met kouezhout a reas ar gêr e 316 ha kollet e voe an norzh evit ar Jin.

Da su ar vro e tec'has ar pezh a chome eus al lez hag e gêrbenn nevez e savas e Jiankang, e-kichen er pezh a zo Nanjing Da impalaer Tierniezh Jin ar Reter e voe embannet Priñs Longya met ne voe ket anavezet gant stadoù an norzh. Distabil ha gwan e voe Jin ar Reter e-pad an 104 bloavezh o vuhez.E 383, avat e faezhas Qin Diaraok en-doa unvanet norzh ar vro en Emgann Fei, ar pezh a voe abeg fontadeg rouantelezh an norzh.

E 403 e voe skrapet an tron gant Huan Xuan a ziazezas un diernezh nevez , Chu. Ne badas ket pell amzer, avat, rak faezhet e voe Huan Xuan gant Liu Yu. Liu Yu a adlakaas Impalaer An Jin war an tron met eñv a oa an hini a dalc'he ar galloud gwir. Brasaat a reas tachenn ar Jin dre aloubiñ Yan ar Su ha Qin Diwezhat. E 419 e voe taget An ha erlerc'hiet e voe gant e vreur Impalaer Gong Jin. Ur bloavezh diwezhatoc'h e lezas Gong e dron da Liu Yu a grouas Tierniezh Liu Song.

Impalaerien Jin

AnvAnv Familh ha RakanvRenMarevezh
"Jìn" + anv + "di"
Jin ar C'hornôk 265316
Wu DiSima Yan265290
Hui DiSima Zhong290307
  • Yongxi Mae 17, 290 – C'hwevrar 15, 291
  • Yongping C'hwevrar 16 – Ebrel 23, 291
  • Yuankang Ebrel 24, 291 – C'hwevrar 6, 300
  • Yongkang C'hwevrar 7, 300 – C'hwevrar 3, 301
  • Yongning Even 1, 301 – Geñver 4303
  • Taian Geñver 5, 303 – C'hwevrar 21, 304
  • Yongan C'hwevrar 22 – Eost 15, 304; Kerzu 25, 304 – C'hwevrar 3, 305
  • Jianwu Eost 16 – Kerzu 24, 304
  • Yongxing C'hwevrar 4, 305 – Gouere 12, 306
  • Guangxi Gouere 13, 306 – C'hwevrar 19, 307
Sima Lun301
  • Jianshi C'hwevrar 3 – Even 1, 301
Huai DiSima Chi307311
Min DiSima Ye313316
Jin ar Reter 317420
Yuan DiSima Rui317323
Ming DiSima Shao323325
Cheng DiSima Yan325342
Kang DiSima Yue342344
Mu DiSima Dan344361
Ai DiSima Pi361365
Fei DiSima Yi365372*Taihe 365372
Jianwen DiSima Yu372
Xiaowu DiSima Yao372396
An DiSima Dezong396419
Gong DiSima Dewen419420


中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.