Tierniezhioù istor Sina

Kavet e vo amañ a-is un daolenn eus tierniezhioù istor Sina.

Brassell

Evit ar pep brasañ, eo ar bloavezhiadoù roet amañ en daolenn ar re a vez a-du an holl warno, well-wazh, evit merkañ ar mareoù ma'z eus bet cheñchet penn d’ar galloud e Sina.

Koulskoude e chom c’hoazh un toullad mat a dabutoù war deiziadoù marevezh Zhou ar C'hornôg hag a-raok. Mat eo derc'hel da soñj ivez ne vez ket alies prop ha kempenn an istor hag eo bet dibaot ar gwechoù ma'z eo bet echuet sioul gant un dierniezh en ur leuskel he flas d'unan all raktal ha plaen. Alies-kaer e save tierniezhioù nevez pell a-raok na vefe taolet ar renad kozh d'an traoñ pe e kendalc'he tierniezhioù zo e-pad ur frapad goude bezañ bet trec'het. A zo muioc'h, e-pad pell eo bet rannet Sina en hec'h istor etre rannvroioù disheñvel renet gant strolladoù disheñvel. D'ar mareoù-hont ne oa tierniezh ebet o ren war ur Sina unanet.

A-walc'h e vo reiñ amañ ur skouer eus ar c'hemmesk a c'hall bezañ. Merkañ a ra 1644 an deiziad boas evit ar bloaz ma voe preizhet Beijing gant armeoù an dierniezh Qing a orin Mandchou. Evel-se e teue ren ar re Qing da vezañ mestr war kalonenn Sina e-lec'h tierniezh Ming. Padal eo bet diazezet an dierniezh Qing e 1636 (pe, zoken, e 1616 dindan un anv all) tra ma ne voe ket tu da derriñ eus e garg c'hoanteg diwezhañ kurunenn tierniezh Ming a-raok 1662. Kemm tierniezh a dro alies d'un afer padus ha kemplezh ha lakaat a reas ar c'hQinged tost ugent vloaz evit astenn o galloud war Sina a-bezh. Krediñ embann ez eus bet cheñchet penn d'ar vazh penn-da-benn e Sina e 1644 a vije ur fazi bras e-keñver ar pezh zo c'hoarvezet e gwirionez.

A-benn tapout muioc'h a vunudoù war an tierniezhioù rollet amañ hag o Impalaerien, heuilhit al liamm zo evito en daolenn. Klikit war IS evit istor an dierniezh, ha war IM evit un daolenn eus o Impalaerien (pe renerien all).

Taolenn an tierniezhioù

TierniezhLiammoùBloaziadoù
An Tri Enorus hag ar Pemp Impalaer三皇五帝sān huáng wǔ dì(IS - IM)before 2070 kt JK628+
Xiaxià(IS - IM)2070 kt JK - 1600 kt JK470
Shangshāng(IS - IM)1600 kt JK - 1046 kt JK554
Zhoued ar c'hornôg西周xī zhōu(IS - IM)1046 kt JK - 771 kt JK275
Zhoued ar reter

rannet dre voas etre
Marevezh nevezamzer ha diskar-amzer

Marevezh ar rouantelezhioù brezelour
東周


春秋

戰國
dōng zhōu


chūn qiū

zhàn guó
(IS - IM)


(IS - IM)

(IS - IM)
770 kt JK - 256 kt JK


722 kt JK - 476 kt JK

475 kt JK - 221 kt JK
514


246

254
Qinqín(IS - IM)221 kt JK - 206 kt JK15
Haned ar c'hornôg西漢xī hàn(IS - IM)206 kt JK - 9 AD215
Xinxīn(IS - IM)9 - 2516
Haned ar reter東漢dōng hàn(IS - IM)195
Teir rouantelezh三國sān guó(IS - IM)220 - 26545
Jined ar c'hornôg西晉xī jìn(IS - IM)265 - 31752
Jined ar reter東晉dōng jìn(IS - IM)317 - 420103
Tierniezhioù an Norzh hag ar Su南北朝nán běi cháo(IS - IM)420 - 581161
Suisuí(IS - IM)581 - 61837
Tangtáng(IS - IM)618 - 907289
Pemp Tierniezh ha Dek Rouantelezh五代十國wǔ dài shí guó(IS - IM)907 - 96053
Songed an Norzh北宋běi sòng(IS - IM)960 - 1127167
Songed ar Su南宋nán sòng(IS - IM)1127 - 1279152
Liaoliáo(IS - IM)916 - 1125209
Jinjīn(IS - IM)1115 - 1234119
Yuanyuán(IS - IM)1271 - 1368151
Mingmíng(IS - IM)1368 - 1644276
Qingqīng(IS - IM)1644 - 1911267

Tunioù deskiñ

Un doare

三皇五帝夏商周
春秋戰國秦漢流
三國魏晉南北隋
唐宋元明清民收

sān huáng wǔ dì xià shāng zhōu
chūn qiū zhàn guó qín hàn liú
sān guó wèi jìn nán běi suí
táng sòng yuán míng qīng mín shōu

Un doare all

唐尧&#34398

Gwelet ivez


中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.