Dilestradeg Normandi

Dilestradeg Normandi a vez graet eus an oberiadurioù dilestrañ hag eus an oberadurioù aerdouget kaset da benn gant armeoù ar Gevredidi d'ar 6 a viz Even 1944 e-pad aloubadeg Normandi en Oberiadur Overlord e-doug an Eil Brezel-bed. An "Oberiadenn Neptune" eo an anv-kod a oa bet roet d’an dilestradeg. Graet e vez an D-Day (Deiz D) eus an deiz-se alies. An dilestradeg vrasañ eo en istor Mab-Den, an oberiadur brezel 'se a voe penn kentañ dieubidigezh an tiriadoù kornôgat e dalc'h an Trede Reich abaoe 1940.

Dilestradeg Normandi
Tamm eus Oberiadur Overlord
Talbenn ar C'hornôg

Tres dilestradeg Normandi
Deiziad6 a viz Even 1944
Lec'hBro-C'hall
Normandi
Disoc'hTrec'h ar Gevredidi[1]
Emgannerien
Trede Reich Stadoù-Unanet Amerika[2]

Rouantelezh-Unanet[3]
Kanada[4]
Bro-C'hall[5]
Aostralia[6]
Tchekoslovakia[7]
Polonia[8]
Belgia[9]
Izelvroioù[10]
Norvegia[11]
Zeland-Nevez[12]
Bro-C'hres[13]

Pennoù-brezel
Gerd von Rundstedt

Erwin Rommel
Hugo Sperrle
Karl Dönitz
Leo Geyr
von Schweppenburg
Friedrich Dollmann
Hans von Salmuth
Wilhelm Falley  

Bernard Montgomery

Miles Dempsey
Trafford Leigh-Mallory
Bertram Ramsay
Arthur Tedder
Dwight D. Eisenhower
Omar Bradley

Niver a emgannerien
Vvet Arme panzer

er su da gCaen

  • 21vet Rann-arme panzer

7vet Arme
Omaha :

  • 352vet Rann-arme droadegiezh

Utah Beach :

  • 709vet Rann-arme droadegiezh

Gold, Juno, and Sword

  • 716vet Rann-arme droadegiezh
Kentañ arme

Omaha Beach:
Vvet Korf

  • 1 Rann-arme droadegiezh
  • 29vet Rann-arme droadegiezh

Utah Beach:
VIIvet Korf

  • 4e Rann-arme droadegiezh
  • 82vet Rann-arme aerdouget
  • 90vet Rann-arme droadegiezh
  • 101vet Rann-arme aerdouget
  • Eil arme

Gold Beach
XXXvet Korf

  • 50vet Rann-arme droadegiezh

Juno Beach

  • I Korf
  • 3de Rann-arme droadegiezh
    kanadian

Sword Beach
I Korf

  • 3de Rann-arme droadegiezh
  • 6vet Rann-arme aerdouget
Kolloù
4000–9000 den kollet[14]10 000+ den kollet ;
4414 den lazhet[15]

185 tank Sherman M4



Ur soudard alaman gant un MG34

156 000 soudard eus ar Gevredidi a dagas an Normandi. A-dal dezhe e oa 50 350 soudard Alaman. Chomet e oa bet kuzh lec’hioù dilestrañ ar flodad ha tachennoù douarañ an harzlammerien evit tapout berr an nerzhioù difenn Alaman betek devezh an dilestrañ. Ouzhpenn bezañ nebeutoc’h, an digempouez e-keñver an armoù etre an Alamanted hag ar Gevredidi a lakaas ar re gentañ da goll. 10000 soudard eus ar Gevredidi a varvas hag etre 4000 ha 9000 diouzh kostez an Trede Reich. Ar Rezistañs a en em gemeras ouzh an Alamanted (o tistrujañ peulioù pellgomz, linennoù-tren…) evit sikour ar Gevredidi. Ne zeuas ket ar Gevredidi a-benn da dizhout o falioù en un doare aes met a-benn fin an devezh e oant trec’h dija. Un trec’h diaes met bras e voe evit ar Gevredidi. Adalek an deiz-se e oa taget nerzhioù an Trede Reich dre ar C’hornôg koulz dre ar Reter (URSS).

Istor an oberiadur brezel

Abeg

Etre ar 27 a viz Mae hag ar 4 a viz Even 1940, e-tro 338 000 soudard eus ar British Expeditionary Force (BEF) hag eus an arme c'hall a oa stanket en arvorioù Bro-C'hall a dec'has eus Dukark. Goude ma oa tarzhet ar brezel etre an Trede Reich hag an URSS, e miz Even 1941, penn ar Soviediz, Joseph Stalin, a c'houlennas diouzhtu ma vefe digoret un eil talbenn e kornôg Europa. E fin miz Mae 1942 an URSS ha Stadoù Unanet Amerika a embannas ur gemennadenn: "... full understanding was reached with regard to the urgent tasks of creating a second front in Europe in 1942." En desped d'ar gemennadenn Kentañ maodiern ar Rouantelezh Unanet, Winston Churchill, a gendrec'has prezidant ar Stadoù-Unanet, Franklin D. Roosevelt, da zaleañ an aloubadeg prometet, rak memes gant harp an Amerikaned, ar Gevredidi ne oant ket prest evit un hevelep oberiadur.

E-pelec'h?

Divizet e oa dilestrañ adalek ar bloavezh 1943. Er mizioù a-raok an aloubadeg, ar Gevredidi a savas un oberiadur touellañ, dezhañ da bal lakaat an Alamanted da grediñ e vefe aozet an dilestradeg e-kostez an Nord-Pas-de-Calais.Oberiadur Bodyguard e oa e anv. Tankoù ha kirri-nij faos a voe savet ha lakaet e lec'hioù a lakafe an Alamanted da vezañ touellet gant palioù ha nerzhioù gwir an dilestradeg.

Diouzh kostez an Alamanted e ouied e oa un dilestradeg da zont met ne ouied ket na peur, na peseurt nerzhioù a vefe na dreist-holl e pelec'h e vefe. Adolf Hitler a lakaas e penn an difenn ar Feldmarschall Erwin Rommel gant an urzh da sevel difennoù kreñv. Sabatuet e voe Rommel pa voe graet gantañ tro an traezhennoù. Reiñ a reas urzhioù sklaer evit adsevel a-grenn an difennoù gwelet gantañ evel dister pe null. Savet e vo neuze ar pezh a vezo anvet Moger ar Meurvor Atlantel.

An traezhennoù dilestrañ

C'hoarvezout a reas an dilestradeg war aodoù Normandi etre reter ar C'hotentin betek Saint-Aubin-sur-Mer. Rannet e voe an aod e lec'hioù dilestrañ roet pep a anv kod dezho:

Kartenn dilestradeg ar Re Unanet.

Notennoù