Dingad

kumun Il-ha-Gwilen

Dingad (Dingé e galleg) zo ur gumun e Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Emañ e Bro Sant-Maloù, war ar vevenn gant Bro-Roazhon.

Dingad
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Anv gallaouekDeinjaé
Anv gallek (ofisiel)Dingé
Bro istorelBro-Sant-Maloù
Melestradurezh
DepartamantIl-ha-Gwilen
ArondisamantSant-Maloù
KantonKomborn
Kod kumun35094
Kod post35440
Maer
Amzer gefridi
Pierre Girouard
2020-2026
EtrekumuniezhKK Breizh ar Romantelourien
Bro velestradurelBro Sant-Maloù
Lec'hienn webhttps://dinge.fr
Poblañsouriezh
Poblañs1 660 ann. (2020)[1]
Stankter31 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 21′ 29″ Norzh
1° 42′ 53″ Kornôg
/ 48.3580555556, -1.71472222222
Uhelderioùkreiz-kêr : 103 m
bihanañ 54 m — brasañ 108 m
Gorread52,89 km²
Lec'hiañ ar gêr
Dingad

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Anv

  • Erwan Vallerie ː Dingiaco, 1080, 1122 ; Dingeum, 1146 ; Dinge, 1516, 1453.

Ardamezioù

N'ez eus ket evit ar poent.

Istor

  • Mervel a reas pevarzek gwaz eus ar gumun[2].
  • Mervel a reas 84 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 3,98% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
  • Mervel a reas daouzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
  • Dieubet e voe Dingad d'an 2 a viz Eost 1944 gant "Combat Command A" ar 6th Armored Division eus lu SUA goude un tammig emgann ouzh ar soudarded alaman e La Ville-André[5].

Brezelioù didrevadennañ

  • Daou soudard a varvas[6].
  • Ur milour a varvas[7].

Lec'hanvadurezh

Lec'hanvioù brezhonek a gaver e kumun Dingad : Koad Tannouarn, Koad Bourgoed, Lannduan (Landhuan). Lod all a c'hellfe bezañ brezhonek : Couabrac, Trabouic, Trigory. Lec'hanvioù brezhonek all a gaver tro-dro d'ar gumun : Tranmel, Triandin, Kermartin (bremañ Rollin)...

Monumantoù ha traoù heverk

  • Monumant ar re varv er blasenn a-dal d’an iliz katolik, dioueliet e voe d’an 28 a viz Gwengolo 1919, luc’hskeudennoù[8],[9]ha kartenn-bost[10].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[11].

Emdroadur ar boblañs 1962-2007

Niver a annezidi

Melestradurezh

Roll ar vaered
MareAnvStrolladKarg
Meurzh 2001Mae 2020Rémy BourgesPSRetredad
Mae 2020→ bremañPierre GirouardRetredad
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud

Ardamezeg ar familhoù

d'Arsac, d'Erzac
Aotrounez al lec'h-se
En sabel e erez dispak en argant, pigosek hag iziliek en gul.

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù