Eisenstadt

kumun aostriat
Eisenstadt
Kismárton (hungareg)
Željezno (kroateg)

Kartenn lec'hiañ Eisenstadt
Kartenn lec'hiañ Eisenstadt

RiezAostria
Rannvro / Stad kevredetBurgenland
Kod post7000
Kod pellgomz(43) 2682
Maer (Bürgermeister)Peter Nemeth (mirour)
Gorread42.9 km²
Hed16° 31' R
Led47° 51 N
Uhelder182 m
Poblañs hep kontoù doubl13 664 (2002)
Stankter318/km²

Eisenstadt (hungareg: Kismárton, kroateg: Željezno) eo kêr-benn Burgenland. Gant he 13 664 annezad ez eo Eisenstadt hini vihanañ e-touez kêrioù-benn stadoù kevredet Aostria. Er bloavezh 1264 e oa bet meneget evit ar wech kentañ dindan an anv a minor Mortin (kv. hungareg Kismárton, bzh. "Sant Marzhin bihan"). Ne oa ket lakaet da gêr-benn nemet e 1925.

Rannet eo kêr e pevar arondisamant:

  • Oberberg
  • Unterberg
  • Kleinhöflein
  • St.Georgen

Monumantoù heverk

Palez Eszterházy en Eisenstadt

Gevelliñ

Gevellet eo Eisenstadt gant Bad Kissingen (Alamagn), Colmar (Elzas), Lignano (Italia), Sanuki (Japan) ha Sopron (Hungaria).

Liammoù diavaez

Lec'hienn ofisiel kêr Eisenstadt

 Aostria