Hungaria

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Hungaria, en hungareg Magyarország (distaget : [ˈmɒɟɒrorsaːɡ] (LFE)), a zo ur vro dizalc'h e kreizig-kreiz kevandir Europa. Budapest eo ar gêr-benn (gant tremen 2 vilion a annezidi). E-touez ar c'hêrioù bras all e c'haller menegiñ Debrecen, Miskolc, Szeged ha Pécs. En-dro da Hungaria emañ Slovakia en hanternoz, Ukraina er biz, Roumania er reter, Serbia, Kroatia ha Slovenia er c'hreisteiz, hag Aostria er c'hornôg.

Unaniezh Europa
Magyarország
Banniel HungariaSkoed-ardamez Hungaria
BannielArdamezioù
Kan broadelHimnusz
Yezh ofisielHungareg
Kêr-bennBudapest
Gorread
-En holl
-% dour

93 030 km²
0.74%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

9 580 000 (2024)
103/km²
PrezidantTamás Sulyok
Kentañ ministrViktor Orbán
Gouel broadel15 a viz Meurzh,
20 a viz Eost
MoneizForint (HUF)
Kod pellgomz36
Kod Internet.hu

E-touez an 10 milion a dud a zo er vro, ez eus 99% anezhe hag a zo Hungariz. Tremen an hanter anezho zo katoliged ha war-dro 20% zo protestanted.

Hungaria zo ezelez eus Unaniezh Europa, Strollad Visegrád, an AFNA, an ABK hag an ABU.

Douaroniezh

An Danav hag an Tisza eo an div stêr vrasañ. Lenn vrasañ Kreizeuropa eo al Lenn Balaton, e kornôg ar vro.

Istor

E miz Du 1956 e teuas ouzhpenn 4000 tank eus al Lu Ruz da flastrañ an emsavadeg enep-komunour hag enep-soviedel a oa diwanet er vro. Nagennet e oa bet ar galloud komunour gant kalz skrivagnerien, skiantourien ha micherourien hungariat, hag emgannoù a voe gant ar Sovieted er vro a-bezh adalek ar 23 a viz Here. 3000 den a voe lazhet gant ar Sovieted.

Levrlennnadur

Hungariz vrudet

Skrivagnerien :

Melldroaderien :