Eusa

kumun Penn-ar-Bed
(Adkaset eus Enez Eusa)

Eusa, pe Enez-Eusa, zo un enezenn hag ur gumun a-vaez da aodoù kornôg Bro-Leon, e gwalarn departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Eusaiz, Isañviz a vez graet eus an enezourien, ha Maoutiged eo o lesanv en abeg da vent vihan deñved an enez.

Eusa
Eusa gwelet gant al loarell SPOT.
Eusa gwelet gant al loarell SPOT.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Ouessant
Bro istorelBro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
ArondisamantBrest
KantonEusa (betek 2015)
Lokournan (abaoe 2015)
Kod kumun29155
Kod post29242
Maer
Amzer gefridi
Denis Palluel
2020-2026
Lec'hienn webhttp://www.ouessant.org
Poblañsouriezh
Poblañs832 ann. (2020)[1]
Stankter53 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 28′ Norzh
5° 06′ Kornôg
/ 48.46, -5.10
Uhelderioùkreiz-kêr : 30 m
bihanañ 0 m — brasañ 61 m
Gorread15,58 km²
Lec'hiañ ar gêr
Eusa

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Bourc'h Lambaol eo an tolpadur-tud brasañ.

Douaroniezh

Un enezenn 8 x 4 km (15,58 km²) ha 18 km pell diouzh an douar bras eo Eusa ; an douar pellañ eus Breizh war-du ar c’hornaoueg eo.
Meur a enezennig zo en-dro dezhi, Keller an hini vrasañ anezho. tourioù-tan zo war teir eus an enezennoù-se : Ar Gazeg, An Ividig ha Kereon.
Strizh-mor ar Froñveur zo etre Eusa hag Enezeg Molenez, a zo tostoc'h d'an douar bras.
Da 832 a dud e save poblañs Eusa e 2020[2].

Anv

En Henc'hres e oa anavezet an enez dindan an anv Ουξισάμα Ouxisáma, diwar ar galianeg ux- "uc'h, uhel" ha -sama "-kenañ", peogwir e vez gwelet a-bell[3]. Uxantis e oa an anv latin en Itinerarium Antonini, Ussant e galleg e 1350[3] ha Ouessant e galleg hiziv. Heißant eo an anv nederlandek a lenner war ar c'hartennoù kozh (e C. de Finesterre)[4], hag Ushant eo an anv saoznek.

Brezhoneg

Ur studiadenn diwar-benn brezhoneg Eusa gant Dom Malgorn a voe embannet en Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest e 1909[5]

Ar Brezoneg er Skol

  • 1934-1936 : ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[6].

Ya d'ar Brezhoneg

  • D'an 23 a viz Gouere 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.

Ardamezioù

Palefarzhet : ouzh 1 ha 4, en aour e dreustell en sabel ; ouzh 2 ha 3, en gul.
  • Diviz an ti-kêr: 8 a viz Ebrel 1978.
  • Orin : Markizelezh e 1597 evit an tiegezh Rieux.

Istor

Henamzer

  • Meneget e voe Enez-Eusa gant an douaroniour henc'hresian Eratosthenes en trede kantved a-raok Jezuz-Krist.
  • Darempredet e veze gant an drouized en amzer ar Gelted kozh.

VIvet kantved

XIVvet kantved

XVIIIvet kantved

  • Adstaget e voe ouzh rouantelezh Frañs.

Dispac'h Gall

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 82 waz eus ar gumun, da lavarout eo 2,78% eus he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[8].

Eil Brezel-bed

  • Merval a reas 43 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9].
  • Nijerezioù ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad : d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet T2332 ha kodet PZ-O eus ar 53th Squadron er mor nepell eus Eusa ; lazhet e voe he zri nijour, unan anezhe a voe douaret e bered kumun Gwidel hag unan all e Perroz-Gireg, ne voe ket kavet korf an trede hini ; d'ar 5 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Hampden marilhet AD738 ha kodet VN-? eus ar 50 Squadron er mor nepell eus Eusa ; lazhet e voe he fevar nijour, ne voe kavet korf ebet ; d'an 10 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Spitfire I marilhet P9396 ha kodet LY-? eus ar 1st Photographic Reconnaissance Unit Squadron er mor en norzh da Eusa ; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf ; d'ar 4 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Whitley V marilhet P5050 ha kodet YG-M er mor nepell eus Keranchas ; he c'hwec'h nijour a voe tapet gant an Alamaned[10].
  • Nijerezioù aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) aet d'ar strad : d'ar 18 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet Floozy, marilhet 41-24474 ha kodet GY-?) er mor etre Eusa ha Beg Lokmazhe gant dek den e bourzh ; nav anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an dekvet hini[11] ; d'ar 6 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Short Snorter" ha marilhet 41-23997, 1st Squadron, 480th Antisubmarine Group) e donvor Eusa gant eizh den en e vourzh ; ne voe ket adkavet ar c'horfoù ; d'ar 16 a viz Ebrel 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Missouri Sue", marilhet 41-24122 ha kodet YM-?) e donvor Eusa gant dek milour en e vourzh ; ne voe adkavet korf ebet[11]; d'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-25-BO (anvet "Vertigo", marilhet 41-24547 ha kodet OR-T, 8vet Air Force, 91vet Bomb Group, 323vet Squadron, diazezet e Bassingbourn) er mor e Baz ar Fourn nepell diouzh Eusa gant dek milour en e vourzh ; o tistreiñ eus ur vombezadeg e Sant-Nazer edo an nijerez pa voe taget gant nijerezioù alaman Focke-Wulf 190[12] ; tapet e voe pemp nijour gant an Alamaned, mervel a reas ar re all, met ne voe ket kavet o c'horfoù[11].
Brezel Indez-Sina
  • Mervel a reas pemp milour eus ar gumun[13].

Monumantoù ha traoù heverk

Brezhoneg Eusa ouzh iliz Sant Pol Lambaol
Bezioù ar C'hommonwealth e bered Lambaol
BroNiver a soudarded
Kanada1 (Aluzenner)
Rouantelezh-Unanet1 (Marin a-genwerzh)
Dizanv5
Hollad7

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Roll ar vaered adalek 1790
KefridiAnv
1995 - 2026Denis Palluel
1989 - 1995Michelle Malgorn
1983 - 1989Paul Vaillant
1965 - 1983Marcel Ticos
1951 - 1965François Lucas
1945 - 1951Jeanne Berthelé
1944 - 1945Alphonse Jacob
1944Jean Masson
1940 - 1944Jean-Marie Creac’h
1935 - 1940Jean-Louis Le-Breton
1927 - 1935Paul Stéphan
1919 - 1927Paul Cain
1914 - 1919Hippolyte Malgorn
KefridiAnv
1884 - 1914Jean-Marie Malgorn
1878 - 1884Jean-Louis Stéphan
1866 - 1878Adolphe Belain La Motte
1865 - 1866Louis-Marie Malgorn
1849 - 1865Joseph-Marie Le Louet
KefridiAnv
1792Auguste Bruno de la Salle
1790 - 1792Michel Bon

Gevelliñ

Eusa el livouriezh

Tud

Tud ganet eno

Tud interet eno

Tartan

Abaoe 2010 he deus Enez Eusa deus un tartan: [1].

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.