VIvet kantved

501502503504505506507508509510
511512513514515516517518519520
521522523524525526527528529530
531532533534535536537538539540
541542543544545546547548549550
551552553554555556557558559560
561562563564565566567568569570
571572573574575576577578579580
581582583584585586587588589590
591592593594595596597598599600

D'ar 1 Genver 501 e krog ar VIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 600.

Savet e oa bet ar maen koun boudaat-mañ eus (marevezh Norzh Wei) e deroù ar VIvet kantved

Darvoudoù

Amerika

  • Sevenadur Thule kozh en Alaska (500-1100), diorroet gantañ un armerzh azas ma c'hoari ar balumeta ur rol diazez (treantoù, goafioù). Chaseet e vez ivez ar reuniged, ar c'holeoù-mor, ar c'hariboued hag ar jiboez pluñv. Implijet e vez stlejelloù kaset war-bouez chas ha kayakoù. Kinklet eo ar priajoù implijet e kêriadennoù pad enno tiez goañv difuet mat. Ostilhoù war blakennoù mein.
  • Trede marevezh ar gantennered (Basketmaker III, 500-700) e mervent ar Stadoù-Unanet. Kavet e vez kêriadennoù enno betek un 50 ti damzouaret bennak staliet war savennoù nepell eus plaenennoù beuzadus ma kresk maiz, koulourdrennoù ha fav.
  • A-us da diez ar Basketmaker III e kaver grignolioù stokañ. Degaset ez eus biroù ha gwaregoù da gemer lec'h ar spegoù hag ar bizhier-bannañ.
  • Poderezh-pri a zo degaset e kêriadennoù ar Basketmaker III dre ar sevenadur Mogollon amezek (priaj gris, kinklet a-wechoù gant tresoù du hag echuet dre lintrañ).
  • Bog Teotihuacán. E Mec'hiko eo Teotihuacán c'hwec'hvet kêr ar bed gant e-tro 200 000 a dud.

Afrika zu

Azia-greiz

  • Bodet eo priñselezhioù Tibet dindan aotrouniezh ar roue Gnya-khri anezhañ ur Penn eus traoñienn strujus ar Yarlung, adstêr an Tsangpo (Brahmapoutra). Skoulmet e vo gant e vab darempredoù gant India ha Sina ; d'ar mare-se eo bet krouet kêr Lhassa. E dibenn ar c'hantved e kas Namri Songtsen, roue Tibet, ur politikerezh emledañ dre heg. Taget e vez ar pobloù war an harzoù gant India ha Sina ha karavanennoù hent ar seiz.
  • Savidigezh Boudaoù ramzel manati roc'hellek Bâmiyân en Afghanistan, eus 35 ha 53 metr sav (VIvet-VIIvet kantved]]). Alaouret e oa an delwennnoù kinklet gant dilhadoù prizius.
  • Krouet Akademiezh Gundeshapur, kentañ akademiezh bed ar reter en Iran gant Khosrau I Persia.
  • Troet eo istorioù boudaat Jataka e Perseg dre urzh ar roue zoroastrat Khosrau.

Indez

  • Ren a ra an tierniezhioù Châlukya war rann gornôkañ Indez hag an Dekkan betek 1297. Dilechiet eo ar gêr-benn eus Aiholi da Bâdâmi gant an diazezer Pulakeshim I (550-760). Mont a raio e warlerc'hidi betek ar Gudjarat ha bro Andhra hag int ober o renkoù enno.
  • Krouiñ a ra Pushyabhuti tierniezh ar Vardhamanaed a ren e Thaneshwar, e-kichen Lahore (Pundjab). Dont a raio a-benn Prabhakara-Vardhana, unan eus e ziskennidi, mab d'ur briñsez Gupta, da astenn e levezon goude bezañ kaset da benn argadegoù a-enep d'an Huned.

Reter-Pellañ

Europa ar C'hornôg

Europa ar reter

  • Bulgared Kutriguri en em stailh e Roumania a-vremañ.
  • Diazezet eo Karantania, kentañ Stad Slovenat ha slav stabil ha dizalc'h.
  • Rouesoc'h eo an dornioù labour e maezioù an Impalaeriezh Vizantat (e-tro 500) ha, da c'houde, chagadur. Nebeutoc'h-nebeutañ a sklaved nevez a vez. En arvar emañ an domanioù bras, re an Iliz peurgetket. En em gavout a ra Yann Gouer en ur stad dereat a-walc'h, skoazellet m'eo gant ar Stad a zistegn he c'hrog. N'eo ket ken stag an drevadennerien ouzh o zamm douar ken. E-kreiz ar c'hantved e kroger da skañvaat bec'h an tailhoù. Berzh a ra renkad an "emphyteoted", anezho tud bet laosket un dachenn dezho war meur a rummad pe da viken en eskemm d'ur feurm izel, diwar-goust an Iliz.
  • Savet ez eus lec'hioù kreñv difennet gant kaelioù koad ha pri e Polonia (castra).
  • Barroù bosenn zu e Kergustentin hag er peurrest eus an Impalaeriezh roman.

Tud dibar

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù