Gastropoda

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Gasteropoded[1]

A bep seurt gasteropoded, kregin hag organoù
Rummatadur filogenetek
Riezad :Animalia
Skourrad :Mollusca
Isskourad :Conchifera
Kevrennad :Gastropoda
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Gastropoda, ar gasteropoded pe ar c'hoftroadeged[1] a zo ur gevrennad eus skourrad ar Mollusca e-touesk eizh kevrennad hervez Word Register of Marines species WORMS[2] oc'h heuliañ ar rummatadur klasel. Kevrennad lodenn vrasañ ar pezh a zo anvet kregin pe c'hoazh melc'hwed gant an dud.

Taksonomiezh

Ar gevrennad Gastropoda a zo bet diskrivet gant Cuvier e 1795[3]. Dont a ra an anv eus ar gerioù gresian kozh γαστήρ (gastér, gastr-) a dalv stomok) ha πούς (poús, pod-) a dalv troad. Neuze Gasteropoded a dalv stomok-troad.

Iskevrennadoù

Meur a iskevrennad a zo bet renket er gevrennad-mañ :

  • Iskevrennad Caenogastropoda ennañ spesadoù ar c'herentiad Cypraeidae, an hoc'higed-mor ha kalz re all.
  • Iskevrennad Cocculiniformia
  • Iskevrennad Gastropoda incertae sedis †
  • Iskevrennad Heterobranchia ennañ spesadoù ar genad Arion ha kalz re all.
  • Iskevrennad Neomphalina
  • Iskevrennad Neritimorpha ennañ spesadoù ar genad Nerita ha kalz re all.
  • Iskevrennad Patellogastropoda ennañ spesadoù ar genad Patella, ar brennig ha kalz re all.
  • Iskevrennad Vetigastropoda

Skeudennoù

Notennoù ha daveennoù