Geoffrey Chaucer

Geoffrey Chaucer (Londrez 1343 - 25 a viz Here 1400) a oa ur barzh hag ur skrivagner saoz. E oberenn vrudetañ eo Canterbury Tales, ha gwelet eo evel unan eus tadoù al lennegezh saoznek.E Londrez e oa bet ganet. Marc'hadour gwin e oa e dad hag e dad-kozh, met a orin gall eo e anv. Da floc'h e oa aet hag er Brezel Kant Vloaz e kemeras perzh. E 1360 e voe tapet gant ar C'hallaoued met laosket e voe da vont goude ma voe paeet e zaspren.

Dimezet e oa bet gant Phillipa (de) Roet, ur vatezh d'ar rouanez. Posupl eo en dije studiet ar gwir hag e 1374 ez eas da gontroller ar maltouterezh e porzh Londrez. E 1386 ez eas kuit da Gent ha da ezel eus ar parlamant ez eas. E 1391 ez eas da Clerk of the Kings Works. Hervez an enskrivadur war e vez e varvas e 1400.


Oberennoù

Oberennoù pennañ

  • Troidigezh Roman de la Rose
  • The Book of the Duchess
  • The House of Fame
  • Anelida and Arcite
  • The Parliament of Fowls
  • Troidigezh Boethius' Consolation of Philosophy dindan anv Boece
  • Troilus and Criseyde
  • The Legend of Good Women
  • Treatise on the Astrolabe
  • The Canterbury Tales

Barzhonegoù

  • An ABC
  • Chaucers Wordes unto Adam, His Owne Scriveyn
  • The Complaint unto Pity
  • The Complaint of Chaucer to his Purse
  • The Complaint of Mars
  • The Complaint of Venus
  • A Complaint to His Lady
  • The Former Age
  • Fortune
  • Gentilesse
  • Lak of Stedfastnesse
  • Lenvoy de Chaucer a Scogan
  • Lenvoy de Chaucer a Bukton
  • Proverbs
  • To Rosemounde
  • Truth
  • Womanly Noblesse

Barzhonegoù skrivet marteze gantañ

  • Against Women Unconstant
  • A Balade of Complaint
  • Complaynt D'Amours
  • Merciles Beaute
  • The Visioner's Tale
  • The Equatorie of the Planets

Oberennoù kollet moarvat

  • Of the Wreched Engendrynge of Mankynde
  • Origenes upon the Maudeleyne
  • The book of the Leoun


Liammoù diavaez