George Walker Bush

George Walker Bush eo 43vet prezidant a-vremañ Stadoù-Unanet Amerika. Dre ziv wech e oa bet dilennet hag e penn ar vro eo bet etre an 20 a viz Genver 2001 hag a 20 a viz Genver 2009. Ganet eo bet d'ar 6 a viz Gouere 1946. Mab eo da George Herbert Walker Bush hag a zo bet prezidant SUA ivez.

George Walker Bush
George Walker Bush
Niv urzh43vet
Strollad politikelStrollad Republikan
Kefridi20 a viz Genver 2001 - 20 a viz Genver 2009
BesprezidantRichard Bruce Cheney

Ganedigezh6 a viz Gouere 1946
New Haven, Connecticut
Marv

MicherTud a afer

Dilennet eo bet gouarnour stad Texas etre 1994 ha 1998 hag etre 1998 ha 2000, a-raok dont da vezañ ar 43vet prezidant amerikan. Merket eo bet e respet prezidant gant gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 ha gant Eil Brezel Irak.

Al livour

Ur wech echuet gant e garg a prezidant Stadoù-Unanet Amerika, e oa kroget Bush gant al livañ. Da gentañ en doa kroget gant livañ chas pe bleunioù. Goude-se e oa troet gant al livañ tud. Adal poltriji pennoù-bras ar bed e sav poltredoù evel re Vladimir Poutin pe Tony Blair.

Burutellerien an arzoù o doa degemeret gant "ur sell etre" e livadurioù[1]. Bill Arning, rener Mirdi arnevez Houston, a ziskrive ar poltredoù e-giz reoù "un amatour-uhel, da lâret eo livadurioù gant tresoù ponner.

Ouzhpennet e oa bet gant ar rener: "Lârout a rafen e rankfent chom hep bezañ diazezet war un adlivañ poltriji. Tu zo da welet pa vez unan bennak oc'h adtapout dre livañ poltriji kavet gantañ evit o livañ[...] d'am soñj e vefe mat dezhañ labourat gant reoù all, poltriji gant mammennoù lies pe an den gwirion evit kaout muioc'h a vuhez o tont"

Notennoù ha daveennoù


Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)