Theodore Roosevelt

Theodore Roosevelt Jr. eo 26vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika. Den Stad, sportour, skrivagner ha dastumer eo bet. Aet e oa da Brezidant goude marv ar Prezidant a-raok, William McKinley, bet lazhet, dre ma oa besprezidant dezhañ. Eontr Franklin Delano Roosevelt eo.

Theodore Roosevelt
26vet prezidant SUA

Theodore Roosevelt e 1904
Kefridi14 a viz Gwengolo 1901
4 a viz Meuzh 1909
BesprezidantCharles W. Fairbanks

Ganedigezh27 a viz Here 1858
New York, New York
MarvOyster Bay, New York

MicherSoudard
Politiker
Skrivagner
Strollad politikelStrollad Republikan

A-raok bezañ Prezidant e oa bet penn polis New York, penn ar Rough Riders e-pad ar brezel 1898 ha gouarnour New York.

Lesanvioù

Meur a lesanv en deus bet a-hed e vuhez evel "Colonel Roosevelt" pe "The Colonel", "Teddy" a oa chomet an hini brudetañ e-touez ar bobl. Roosevelt ne oa ket sot gant al lesanv-se. An dud a oa o labourat gantañ a rae gant al lesanvioù "Colonel" pe "Theodore".

Kentañ Brezel-bed

Pa oa kroget ar C'hentañ Brezel-bed e 1914, Roosevelt a roas un harp a-grenn d'ar Gevredidi. Goulenn a rae groñs ma vefe savet ur politikerezh reut a-enep Alamagn, dreist-holl a-fed ar brezel-spluj.

Roosevelt hag an Indianed


Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)