Inizi Kergelenn

kumun Bro-C'hall
Ur pennad Enez Kergelenn zo ivez.
Inizi Kergelenn
Inizi Kergelenn gwelet eus an egor.
Inizi Kergelenn gwelet eus an egor.
Anv gallekÎles Kerguelen
Geografiezh
Lec'hiadurMeurvor Indez, plakenn Antarktika
Daveennoù lec'hiañ49° 15′ S, 69° 10′ R
Gorread7 215 km²
Niver a inizi300
Inizi pennañDouar Bras
Lein uhelañMenez Ross (1 850 m)
GeologiezhInizi tanveneziek
Melestradurezh
StadFrañs Frañs
Tiriad tramor Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs
KumunioùPort-aux-Français
StatudDistrig an TAAF
Poblañs
Poblañs120 ann. (2012)
Stankted0,02 ann./km²
Titouroù all
Dizoloadenn12 a viz C'hwevrer 1772 gant Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec
Gwerzhid-eurUTC+05:00
Lec'hienn ofisieltaaf.fr

Inizi Kergelenn a zo un enezeg e su Meurvor Indez. Unan eus Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs eo.

Dizoloet eo bet an inizi-se er XVIIIvet kantved gant ar moraer breton Erwan Jozef a Gergelenn a Drevareg.

Abaoe 1950 e talc'h ar Frañs un diazlec'h lojistikel, teknikel ha skiantel eno, e Port-aux-Français, gant ouzhpenn 100 den e-barzh.

Douaroniezh

Kartenn eus an inizi
Ledenez Rallier du Baty

7 215 km² a ya d'ober an enezeg, anezhi un enezenn vras — an Douar Bras (Grande Terre e galleg) — ha 300 enezenn hag enezennig bennak, tost-kenañ diouti. Un dornad enezegoù all a zo pelloc'hik evel an Inizi Koabrennek (îles Nuageuses) hag Inizi Leygues. Troc'h-diroc'h eo an aodoù gant plegoù-mor (ar Mor-bihan, baeoù (hini ar Valumetaerien, hini Choiseul, hini Gwaien...) hag oufoù niverus, hag ivez fjordoù. Menez Ross, ur menez-tan, eo al lec'h uhelañ (1 850 m).

An Douar Bras a zo dindan 6 675 km², ar pezh a ra 92 % eus an hollad: 150 km a hed a zo dezhañ a reter da gornaoueg, ha 120 km a norzh da su.

Loened ha plant

Bronneged

Spesadoù degaset

Evel alies e seurt degouezh ez int deuet da vezañ aloubus, hag ur walenn eta evit ar spesadoù brosezat.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.