Fjord

Ur fjord[1] pe fiord[2] a zo un draoñienn aloubet gant ar mor. Disheñvel int diouzh an aberioù : ma’z int bet stummet da gentañ gant stêrioù, int bet krignet gant skornredennoù hag aloubet gant ar mor goude-se. Setu perak e vezont strizh ha don ; kavet e vezont war aodoù meneziek hag e broioù a oa goloet gant skornegoù ur poent zo bet.

Ur fjord e Norvegia

Ur ger skandinavek eo ar ger fjord — da vezañ distaget /fyort/[3] — hag implijet e vez bremañ en ur bern yezhoù evit ober anv eus ar seurt traoñiennoù beuzet. E broioù Skandinavia en deus ar ger ur ster ledanoc’h ha mont a ra da envel kement pleg-mor a sank don en douaroù, pe e ve bet stummet gant ur skornredenn pe get.

Dre ar bed

Kavet e vezont war aodoù Norvegia, Skos (ma reer loch anezho), Greunland, Kanada (war aod ar Meurvor Habask), Chile (er su), Zeland-Nevez (Enez ar Su).

Setu amañ ar fjordoù hirañ a zo er bed :

  1. Scoresby Sund e Greunland (350 km)
  2. Sognefjord e Norvegia (203 km)
  3. Hardangerfjord e Norvegia (179 km)
Nærøyfjord e Norvegia

A-wechoù e reer "fjordoù" eus plegoù-mor all, evel e Bro-Saoz Nevez (Stadoù-Unanet) pe e Mor Adria.

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù