Kallag

kumun Aodoù-an-Arvor

Kallag a zo ur gumun eus Bro Gerne ha pennlec'h kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor, e kreiz Breizh.

Kallag
Ar maerdi..
Ar maerdi..
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Callac
Bro istorelKernev
Melestradurezh
DepartamantAodoù-an-Arvor
ArondisamantGwengamp
KantonKallag
Kod kumun22025
Kod post22160
Maer
Amzer gefridi
Jean-yves Rolland[1]
2020-2026
EtrekumuniezhGwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurelBro Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn webhttp://www.mairie-callac.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs2 233 ann. (2020)[2]
Stankter68 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 24′ 18″ Norzh
3° 25′ 36″ Kornôg
/ 48.405, -3.42666666667
Uhelderioùbihanañ 116 m — brasañ 291 m
Gorread33,03 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kallag
Panell hent

Douaroniezh

Kallag en em gav e-kichen eienn ar stêr Hier (Evara ?), adstêr d'an Aon, ha war zu kreisteiz menezioù Arre (Bro-Gernev).

Kumunioù amezek : Ar Chapel-Nevez; Plougonveur; Bulad-Pestivien; Sant-Servez; Duod; Pluskelleg; Kalanhel

Anv

a. Botmael :

R. de St Jouan : Botnumel ( cf : Gesta sanctorum rotonensium, IXvet) ; Botmel, 1637; Bonmel, 1778

Talvoudegezh : an anezadenn war beg ar run (*mell-os)

b. Kallag

Bernard Tanguy : Gallac, 1182; Callac, 1389; par. de Botmel et Callac, 1591.

Talvoudegez :

- marteze eus anv-den Callus + acos (diasur)

- gwelloc'h marteze eus ur wrizienn *kal- = mein-(eg), roc'h

  • Ar galleg a ra gant Callac (stumm ofisiel), ha gant Callac-de-Bretagne a-wechoù, evit an ti-post, abaoe 1856[3].

Ardamezioù

En argant e deir c'hebrenn en gul
Diwar ardamezioù aotrounez Pluskelleg.

Istor

Kallag a zo e bro Gerne, eus parrez Botmael, trev Pluskelleg, eus eskopti Kemper.

XVIIvet kantved

  • 1363 : tapet eo kastell Kallag gant Gwesklin
  • 1393 : dispennet ei kastell kallag. E vo adsavet gant aotrouien Pluskelleg.

xvvet kantved

xvivet kantved

  • Aotrouniezh Kallag a zo roet d'an abati Kroaz-Santel Gwengamp

XVIIvet kantved

  • 1619 : dispennet eo kastell Kallag;

Emsavadeg ar Bonedoù ruz

  • Trubuilhoù a voe er barrez d'an 12 a viz Gouere 1675[4]. 200 kouer eus ar vro en em sko war ar gêr, kaset gant an eil-diagon Fañch ar Maerdi.
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Kallag, Guillaume Le Maréchal, beleg, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[5].

XVIIIvet kantved

  • Miz Du 1719, tremenn a ra markiz Pont-Kallek daouzek deiz er maner Kermabilo, e-ti e eontr markiz an Neved.
  • 28 C'hwevrer 1790 : ur c'huzul kumunn a zo dliennet e kêr Kallag, hag unan all e parrez Botmael.
  • 13 Du 1790 : dilezenn eo lakaet kuzul kumunn Kallag, ha staget ouzh hini Botmael.
  • An III[6]: sez ar gumun a zo lakaet e kêr Kallag.

XIXvet kantved

  • 30 Ebrel ha In Mae 1840 : savadeg a-enep telloù-kêr. Archerien a zeu en noz 3-4 Mae.
  • 5 Ebrel 1848 : savadeg nevez war ar marc'had, a-enep talioù ar blasoù.
  • 29 Here 1874 : Landujen a zo distaget diouzh Kallag, ha staget ouzh Duod
  • 8 Gwengolo 1875 : beniget eo maen kentañ iliz Sant-Laorañs
  • 9 Kerzu 1877 : echuet eo iliz Sant-Laorañs
  • 28 Gouere 1892 : sakret eo iliz Sant-Laorañs

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • 168 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,66 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[7].

Eil Brezel-bed

  • penn-kentañ Meurzh 1944 : devet eo melestradur alaman gant tud an F.T.P.F
  • 25 Meurzh 1944 : taget eo ur wetur archerdi Gwengamp gant rezistanted Kallag
  • D'an 9 a viz Ebrel 1944 e voe rastellet tud gant al lu alaman e Kallag[8].
  • En noz etre an 30 hag an 31 a viz Mae 1944 e voe taget an archerdi gant pemzek den eus ar Rezistañs, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[9]; tapet eo ganto 700 litrad esañs.
  • 3 Mezheven 1944, e Pont-Gwernaded, emgann etre Rezistanted ha gwardoù-bro.
  • 4 Eost 1944, dalc'hed eo kêr Gallag gant tud an F.T.P (strollad Le Borgne)
  • Mervel a reas 55 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[7].

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Aljeria
  • Mervel a reas un is-ofisour.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Tosenn Sant Trefin,, mare an Arem
  • Hent roman Kerdreken
  • Moudenn Kernormand,, Krennamzer
  • Kleuzioù Marrous, amzer diasur
  • Iliz katolik Bonvael, penn kentañ XVIvet kvd; 1628; 1633-1634; 1644; 1734. Bet enrollet d'an 22 Genver 1927
  • Iliz santez Katell, war blasenn Kallag, intra-muros (bet diskaret)
  • Iliz katolik Sant Laorañs
  • Chapel Sant Pêr an Enez,, penn kentañ XVIvet kvd; kalvar ha leur
  • Chapel santez Barba,, penn kentañ XVIvet, fin XVIIvet kvd
  • Chapel Sant Trefrin, XVvet, XVIvet
  • Maner Kermabilo (c. 1500)
  • Maner Kerarc'here (1686)
  • Maner Kerlossouarn (XVIIvet), bet diskaret evit kaout plas evit ul lodennadur er bloavezhioù 1970.
  • Maner an Enez (XVIIvet)
  • Feunteun Kerdiekel
  • Rañvel stank ar vilin (kemeret evit ur pont galian ha roman)
  • Monumant ar re varv.
  • Lenn an Draonienn C'hlas

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Demografiezh
19621968197519821990199920062013
30023043302428722592245923752236
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Niver a annezidi

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

  • E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek er skol bublik, ha 16 skoliad a oa bet enskrivet er c'hlas divyezhek d'ar c'houlz-se.
  • E distro-skol 2022 e oa 26 skoliad en hentad divyezhek (11,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[11].

Melestradurezh

Tud

  • Nevenoe, e Bonmael ? (diasur eo an dra se)
  • Charlez-Herkul a Geranflec'h, aotrou ar Wern, e Botmael; bet ganet enno ar 4 C'hevrer 1749;. En eus losket skridoù war enklaskoù
  • Pêr-Aleksandr a Geranflec'h, aotrou ar Wern, mab d'an hini a-us. Bet ganet e Botmael ar 24 Genver 1749. e zigouezhas penn al lu katolik ha roueel Breizh
  • Jerom-Aleksandr Guyot, anvet Gwiot, bet ganet e Kallag ar 26 Genver 1760; kannad Aodoù an Hanternoz ouz Pemp-Kant (14 Ebrel 1798 betek 1799); maer Kallag; noter; aet da Anaon e Kallag an 20 Gwengolo 1814.
  • Jozef-Laorañs Even, ganet e Botmael an 10 Eost 1765; noter e Kallag; pen ar Chouanted. Bet arzhet, dibrizhoniet eo gant ar Chouanted diouzh prizon Sant-Brieg ar 27 Here 1799. Bet mesket en irienn Kadoudal, didamallet eo an 10 Mezheven 1804; maer Kallag da vare ar Renevezidigezh, a ya da Anaon e Kallag ar In C'hwevrer 1828.
  • Yann-Vari ar Graet a Kerouvrion, bet ganet e Kallag ar 4 Here 1768; kannad evit arondisamant Montroulez, 7 Ebrel 1823. Addilennet an 23 Mezheven 1830, e nac'has touelliñ da Loeiz-Fulup, hag en em ziskargas an 30 Eost 1830 Aet eo da Anaon e Montroulez an 12 C'hwevrer 1849.
  • Gwilherm-Yann-Jozef a Geranflec'h, anvet Jupiter; mab da Pêr-Aleksandre; bet ganet er Wern, e Botmael an 9 Genver 1777. Letanant-koronal luioù katolik ha roueel Breizh eus 1797 da 1800; maer Pestivien (= Bulad).
  • ar pevar breur Kermen (daou bet lazhet e 1914-1918, daou bet lazhet e 1940-1945.
  • Gwilherm Kazoulat (da zont)
  • Edmond Rébillé, medesin, skrivagner

Hengoun

Loened

  • Naous : ur marc'h kalloc'h frouezhus brudet. Savet ez eus bet un delwenn en arem anezhañ, hervez gwir mentoù, gant ar c'hizeller Guyot, da gentañ e-kichen ti-kezeg, bremañ war blasenn an ti-kêr.

Mirdi

  • Mirdi "Ti ar c'hi-spagnol".

Lervlennadur

  • (fr)Centre généalogique et historique du Poher. Kaier ar Poher. n° 68. Meurzh 2019
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • Ar votez-koad e-barzh ar c'hodell, eñvorioù, EHPAD Kallag, 2009.
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine, 2008.
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù