Kneset

Kneset (כנסת, e hebraeg, hag a dalvez bodadeg) eo anv parlamant Israel, ur gambr enni hepken. E Givat Ram, ur c'harter eus Jeruzalem, emañ. Gant James A. de Rotschild eo bet paeet, ha roet evel prof da Israel.

Savadur ar C'hnesset e Jeruzalem

Istor

Bodet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 14 a viz C'hwevrer 1949, goude dilennadegoù an 20 a viz Genver 1949, hag e kemeras plas Asefat ha-nivharim, hag a oa anv ar vodadeg vroadel yuzev da vare ren ar Vreizhveuriz e Palestina.

Perzhioù

Ar galloud lezenniñ a zo gant ar C'hneset, hag ivez ar galloud evezhiañ ar galloud seveniñ. Er C'hneset e vez :

  • votet lezennoù,
  • votet ar budjed,
  • evezhiaet ar gouarnamant,
  • dilennet prezidant ar stad hag ar reolier,
  • tamall ar gouarnamant

Doare dilenn ar gannaded

Er C'hneset ez eus 120 kannad, ha dilennet e vezont evit un dileuriadur pevar bloaz-pad. Divodet e c'hall ar C'hneset bezañ gant ar prezidant, diwar c'houlenn ar c'hentañ ministr. Kenfeurel eo an doare ma vez votet, ha dre bastell-vro e vez graet, ha setu perak e c'hall strolladoù politikel 'zo kinnig betek 120 den war ul listenn. Evit ma vo dilennet un den e rank e strollad politikel bezañ tizhet un dregantad bennak : betek 2003 e oa 1,5%, ha kemmet eo bet e 2006 : 2% eo an dregantad da dizhout hiziv an deiz. Bewech ma vez bodet dilennidi er C'hnesset e vez roet un niverenn d'ar breudoù-se. Abaoe an 22 a viz Genver 2012 emeur gant ar 19vet Kneset.


Dilennadegoù kannaded Israel e miz Ebrel 2006 betek miz C'hwevrer 2009 (lizherennoù tev : ar strolladoù politikel a oa er gouarnamant)

Strollad politikelNiver a zileuridi
Kadima29
Mifleget HaAvoda HaYisraelit-Meimad19
Likoud12
Shas12
Israel Beiteinu11
HaIhud HaLeumi-Miflaga Datit Leumit9
Gil (Tud war o leve)7
Yahadut Hatorah6
Meretz-Yachad5
Listenn Arabek Unvan-Ta'al4
Hadash3
Balad3
Hollad (voterien : 63,2%)120

20vet Kneset

Dilennadegoù kannaded Israel e miz Meurzh 2015E druz ar strolladoù a zo savet a-du evit harpañ gouarnamant Benyamin Netanyahou e deroù ar c'hnesetvezh.

Dilennadegoù kannaded Israel e miz Meurzh 2015
Strolladoù
politikel
RenerienVotoùSezoù
Mouezhioù%Niver a sezoù+/-
 Likoud
(tu dehoù broadelour)
Benyamin Netanyahou984 96623.40%30+10
 Unaniezh Sionour
(tu kleiz al Labour ha kreizourien)
Isaac Herzog786 07518.67%24+3
 Listenn unvanet
(komunourien hag Arabed)
Ayman Odeh443 83710.54%13+2
 Yesh Atid
(tu kreiz laik)
Yair Lapid370 8508.81%11-8
 Koulanou
(kreiz dehoù)
Moshe Kahlon315 2027.49%10+10
 An Oaled Yuzev
(tu dehoù pellañ relijiel)
Naftali Bennett283 5596.74%8-4
 Shass
(dreistreizhkredennour relijiel — sefaraded)
Aryeh Deri241 2005.73%7-4
 Israel Beytenou
(tu dehoù pellañ broadelour)
Avigdor Liberman215 0835.11%6-5
 Yahadut Hatorah
(dreistreizhkredennourien relijiel — achkenaded)
Yaakov Litzman211 8265.03%6-1
 Meretz
(tu kleiz)
Zehava Gal-On165 2923.93%5-1
 
 Hollad an dud enskrivet/kemer perzh5,881,69672.36%120
 Gwenn pe didalvez41,8771.04%
 Hollad disklêriet4 253 336100%