2003

bloavezh
Bloavezhioù:
2000 2001 2002 - 2003 - 2004 2005 2006
Dekvedoù:
1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 2020
Kantvedoù:
XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved
Milvedoù:
I milved - Eil milved - IIIe milved

Kronologiezh dre viz:
Gen - C'hwe - Meu - Ebr - Mae - Mez
Goue - Eos - Gwe - Her - Du - Kzu


Kronologiezh dre demoù :
Aernijerezh - Hent-houarn - Sinema - Mell-droad
Lennegezh - Sonerezh - Skiant - Sport

Diwar-benn bloavezh 2003 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Sellit ivez ouzh 2003 e Breizh.

Darvoudoù

1 trimiziad

  • Munudoù : Genver 2003 - C'hwevrer 2003 - Meurzh 2003
    • 17 Genver : Frañs : Kemennet ma vo serret labouradeg Metaleurop e Noyelles-Godault (Pas-de-Calais).
    • 28 a viz Genver: dilennet Ariel Sharon da Gentañ Ministr Israel evit an eil gwech.
    • 1 C'hwevrer :
      • e talvoud emañ Feur-emglev Niça.
      • Frañs: deroù "Kerzhadeg merc'hed ar c'harterioù, a-enep ar ghetto hag evit ar parder" aozet gant al luskad Na gisti na sujidi.
      • pulluc'het an egorvulzun Columbia pa oa o tistreiñ d'an douar. Marv eo holl izili ar skipailh (Rick Husband, William McCool, Michael Anderson, Kalpana Chawla, David Brown, Laurel Clark, Ilan Ramon).
    • 15 C'hwevrer : 10 milion a dud da nebeutañ a zibun a-enep ar brezel en Iraq en ouzhpenn 600 kêr er bed a-bezh.
    • 17 C'hwevrer : Frañs : Dibennfreuzadur barnerezhel an aergompagnunezh Air Lib.
    • 20 a viz C'hwevrer: war urzh lez uhelañ Spagn (Audiencia Nacional de España) eo serret ar gazetenn bemdeziek euskarek Euskaldunon Egunkaria, krouet e 1990.
    • 5 Meurzh : Frañs : Kemenn a ra France Telecom kolloù rekord a sav da 20,7 miliard a euroioù.
    • 8 Meurzh : Kemenn a ra Vivendi-Universal kolloù rekord a sav da 23,3 miliard a euroioù.
    • 18 Meurzh : Frañs : Harz-labour ha manifestadeg koskor an deskadurezh-Stad, a-enep al lemel evezhierien, a-enep difredadur ar skoazellerien-desevel, hag a-enep an digreizennañ. Deroù luskad harz-labour Ebrel-Mezheven evit difenn an deskadurezh hag al leve.
    • 15 Meurzh : Republik Kreizafrika : Diskaret Ange-Félix Patassé gant un taol-Stad kaset da benn gant François Bozizé .
    • 20 Meurzh : Deroù bombezennadur Iraq gant ar Stadoù-Unanet ha Breizh-Veur.
    • 28 Meurzh : Frañs : Gourbonnet gant Jacques Chirac ar reizhiadurioù bonreizhel a denn d'an digreizennañ ha da urzh herzel europat.

Eil trimiziad

  • Munudoù : Ebrel 2003 - Mae 2003 - Mezheven 2003
    • Ebrel : Frañs : Harz-labour ar gelennerien a-enep adreizhadenn statud al leve (betek Gouere)
    • 9 Ebrel : Iraq : Kaset d'an traoñ renad Saddam Husain goude 24 bloaz er galloud. Kemeret ar galloud gant SUA.
    • 14 Ebrel : Kebek : Dilennadeg hollek. Addilennet Strollad frankizour Kebek renet gant Jean Charest. En tu enep emañ Strollad Kebek en e benn Bernard Landry.
    • 20 Mae : Frañs : Kemenn a ra Toyota e youl da grouiñ 500 post e Valenciennes. Kontrol d'ar pezh a c'hortozed e tiskouez ur studiadenn eus Toyota ez eo labouradeg Valenciennes ar produusañ eus ar strollad ha pa ne vefe ket staliet en ur vro izel koust al labour enni.
    • 21 Mae : Aljeria : Kren-douar feuls 6,8 e ampled war skeul Richter; ouzhpenn 2 260 den lazhet ha 10 200 gloazet.
    • 31 Mae :
      • Frañs : Fallaenn war gelc'h an heol etre kard biz ar c'hwec'hkorn betek ul linenn La Rochelle-Béziers er mervent. Dav e oa sevel a-raok pemp eur vintin evit bezañ gouest da arvestiñ outi.
      • Frañs : Nijadenn genwerzhel ziwezhañ Concorde war anv Air France.
    • Frañs : 7 Mezheven : Trec'h eo Justine Henin-Hardenne e tournamant Roland Garros.
    • Frañs : 8 Mezheven : Trec'h eo Juan-Carlos Ferrero e tournamant Roland Garros.
    • 16 Mezheven : Suis : Digoret DRM, Digital Radio Mondiale e Geneva; standard skignañ radio anperc'hennel bedel evit ar gwagennoù berr, krenn ha hir.
    • 19 ha 20 Mezheven : Unaniezh Europa : Kuzul europat Tesaloniki : divizet gant ar 25 krouiñ ur framm boutin a-enep d'an enbroañ dre guzh.

Trede trimiziad

  • Munudoù : Gouere 2003 - Eost 2003 - Gwengolo 2003
  • 10 Gouere : Unaniezh Afrika : Dilennet Alpha Oumar Konare prezidant ar poellgor. Degemeret e Maputo ar protokol da Garta Afrika gwirioù Mab-den hag ar pobloù a sell ouzh gwirioù ar merc'hed.
  • Etre an 12 ha 18 Gouere : Rusia : Diskouez-skiant etrebroadel 2003 e Moskov.
  • 24 Gouere : Frañs : degemeret al lezenn Fillon war al leve.
  • 25 Gouere : Alamagn : Anavezet ent ofisiel ar c'hlan Da Kru gant ar pennadurezhioù evit e labour war ar memor ha war an imbourc'h istorel. Er c'heñver-se ez eus bet disklêriet gant ar jeneral Von Schow, diazezer ar c'hlan : "Lorc'hus e c'hall Alamagn bezañ eus an harozed anezhi".
  • 30 Gouere : Mec'hiko : Aet er-maez al labouradeg ar vBuoc'hig-Doue Volkswagen diwezhañ.
  • 31 Gouere : ABU : Degemeret ur mennad a-unvouezh gant Kuzul surentez an ABU evit broudañ Maroko hag emsaverien dizalc'hour an talbenn Polisario da genlabourat evit degemer ur steuñv peoc'h evit Kornôg ar Sac'hara.
  • 1 Eost : Norzhosetia : Distrujet un ospital milourel rusian dre ur gwalldaol-emlazh gant karr-pej, e Mozdok, nepell eusTchetchenia; tost 50 den lazhet.
  • Eus 1 Eost da 15 Eost : Sec'hor war kornôg Europa. E Frañs hepken e varv ouzhpenn 15000 a dud. Kozhidi digenvez a ya d'ober an darn vrasañ eus ar reuzidi.
  • 8 d'an 10 Eost : Frañs : Larzac 2003, bodadeg arallvedelour a vod 300 000 a dud war bladenn al Larzac.
  • Eost : SUA : Degemeret al lezenn Sarbanes-Oxley da-heul skandal Enron. Rediañ a ra an holl embregerezhioù amerikan kotet er yalc'h e SUA da ginnig kontoù testeniekaet war-eeun gant o renerien dirak Poellgor amerikan an oberiadurioù yalc'h (SEC). Sellet a ra al lezenn-mañ ivez ouzh 1300 strollad europat dezho interestoù e SUA.
  • 25 Eost : Bannet an Egorteleskop dre issruz adal Cap Canaveral e Florida.
  • 28 Eost : Frañs : Aozet ar c'hentañ Flash mob, e mirdi al Louvre.
  • Gwengolo : Breizh : Krouidigezh klasoù divyezhek prevez e Josilin ha Logunec'h ha klasoù divyezhek publik e Plouzane, Bruz ha Kastell-Nevez-ar-Faou. Digoridigezh un adskolaj divyezhek e Treglonoù gant Diwan
  • 18 Gwengolo : Maroko : Tamallet d'an islameg gall Pierre Robert, lesanvet Yakoub, 31 bl., bezañ prientet gwalldaolioù sponterezh. Kondaonet eo, a-gevret gant 33 kendorfedour, d'an toull-bac'h-pad gant lez-varn an torfedoù e Rabat.
  • 19 Gwengolo : Degemer a ra an ABU ur mennad a c'houlenn digant Israel paouez gant he gourdrouz argas Yasir Arafat hag a gondaon ar gwalldaolioù emlazh kaset da benn gant bagadoù palestinat.
  • 21 Gwengolo : A-youl-gaer ez a sontenn Galileo a-benn e-barzh planedenn Yaou

Pevare trimiziad


Prizioù Nobel

  • Priz Nobel ar fizik : Alexei Alexeevich Abrikosov, Vitaly Lazarevich Ginzburg hag Anthony James Leggett
  • Priz Nobel ar gimiezh : Peter Agre ha Roderick MacKinnon

Ganedigezhioù

  • 20 Eost : Priñs Gabriel Belgia bet ganet da 1 eur 14 en ospital Erasme e Anderlecht. Ar varonez Hans-Ulrich von Freyberg eo e vaeronez, hag ar c'hont Charles-Henri d'Udekem d'Acoz, breur ar briñsez Matilda e dad-paeron.
  • 8 Mae : Moulay Al Hasan, priñs pennhêr Maroko, mab d'ar roue Muhammad VI

Marvioù

Genver

C'hwevrer

Meurzh

Ebrel

Mae

Mezheven

Gouere

Eost

Gwengolo

Here

  • 2 Here : Gunther Philipp, aktour
  • 3 Here : William Steig, senarioour
  • 5 Here : Denis Quilley, aktour
  • 7 Here : Izzy Asper, alvokad ha den a afer kanadian
  • 14 Here : Léon Schwartzenberg, mezeg ha politikour gall
  • 15 Here : Jean-Louis Cheminée, vulkanologour gall, bet o kemer lec'h Haroun Tazieff
  • 16 Here : Laszlo Papp, (Hungaria, Boks) da 77 bl.
  • 20 Here : Jack Elam, 84 bl., aktour
  • 21 Here : Fred Berry, aktour
  • 23 Here : Tony Capstick, aktour

Du

  • 4 Du : Ken Gampu, aktour
  • 6 Du : Eduardo Palomo, 41 bl., aktour
  • 6 Du : Rie Mastenbroek, (Izelvroioù, Neuierezh), da 84 bl.
  • 9 Du : Art Carney, 85 bl., aktour
  • 12 Du : Jonathan Brandis, 27 bl., aktour
  • 12 Du : Penny Singleton, 95 bl., aktourez
  • 13 Du : Kellie Waymire, 35 bl., aktourez
  • 13 Du : Mitoyo Kawate, deanez an denelezh.
  • 14 Du : Gene Anthony Ray, komedian ha dañsour amerikan.
  • 15 Du : Dorothy Loudon, aktourez
  • 18 Du : Michael Kamen, soner
  • 19 Du : Olivér György Dely, Herpetologour hungarat27 Ebrel 1927).
  • 20 Du : Kerem Yilmazer, 58 bl., aktour
  • 20 Du : Robert Addie, 43 bl., aktour
  • 20 Du : Loris Azzaro, kemener ha fronder italian.
  • 24 Du : Warren Spahn, (SUA, Baseball) da 82 bl.
  • 25 Du : Jacques François, 83 bl., aktour gall
  • 27 Du : Will Quadflieg, aktour

Kerzu