Koskoriad an Heol
Koskoriad an Heol a vez graet eus hollad ar c’horfoù-egor a zo tro-dro d’an Heol, da lavaret eo ar planedennoù – hag o loarennoù, ar planedennoù-korr, ar c’horfoù bihan eus Koskoriad an Heol (asteroidennoù, stered-lostek, danvez etreplanedennel…), hag an Heol end-eeun.
Planedennoù koskoriad an Heol
Arouez | Planedenn | Treuzkiz kehederel | Mas | Hanter-ahel bras | Prantad kelc’htreiñ (devezh) | Prantad siderel (bloavezh) |
---|---|---|---|---|---|---|
Merc'her | 0,3829 | 0,06 | 0,38 | 58,65 d | 87,969 d | |
Gwener | 0,9499 | 0,82 | 0,72 | 243,02 d | 224,701 d | |
Douar | 1 | 1 | 1 | 1 d | 365,256 d | |
Meurzh | 0,533 | 0,11 | 1,52 | 1,026 d | 1 bl 321 d | |
Yaou | 11,209 | 318 | 5,20 | 0,414 d | 11 bl 314 d | |
Sadorn | 9,449 | 95 | 9,54 | 0,444 d | 29 bl 167 d | |
Ouran | 4,007 | 14,6 | 19,22 | 0,718 d | 84 bl 7 d | |
Neizhan | 3,883 | 17,2 | 30,06 | 0,671 d | 164 bl 280 d |
Diwar talvoudoù mentoù an Douar (lakaet da ziazez ; Douar = 1, pe un deiz-Douar pe ur bloaz-Douar) e vez jedet talvoudoù mentoù pep planedenn.
Douarheñvel, un derc'henn hag ur bluskenn oc'h ober anezho, eo Merc’her, Gwener, Douar ha Meurzh.
Planedennoù ramzel ha gazel eo ar re all (Yaou, Sadorn, Ouran ha Neizhan).
N'emañ ket Ploudon war roll ar planedennoù ken abaoe ar 24 a viz Eost 2006.
Planedennoù-korr koskoriad an Heol
Arouez | Planedenn | Treuzkiz kehederel | Mas | Hanter-ahel bras | Prantad kelc’htreiñ (devezh) | Prantad siderel (bloavezh) |
---|---|---|---|---|---|---|
(1) Ceres | 0,15 | — | 2,5-2,9 | — | 4,6 bl | |
(134340) Ploudon | 0,18 | 0,0017 | 39,5 | 6,387 d | 248,5 bl | |
(136199) Eris | 0,19 | — | 37,77-97,56 | — | 557 bl |
Mentoù
N'eo ket gwall vras ar c'hornad m'emaomp o vevañ e-keñver e ardremez.
Evit meizañ gwelloc'h ar mentoù ez eo mat kaout soñj eus ar c'hementadoù-mañ :
- 106 km = 1 000 000 km, ur milion a gilometroù (0,668 % eus an hed etre an Douar hag an Heol) ;
- 109 km = 1 000 000 000 km, ur miliard a gilometroù (6,685 gwech an hed etre an Douar hag an Heol) ;
- 1012 km = 1 000 000 000 000 km, ur milmiliard[1] a gilometroù (6 684,587 gwech an hed etre an Douar hag an Heol) ;
- 1015 km = 1 000 000 000 000 000 km, ur milionmiliard a gilometroù (6 684 587,153 gwech an hed etre an Douar hag an Heol).
Emañ koskoriad an Heol en unan eus an 200 × 109 (200 miliard) a c'halaksiennoù a zo en hollved a c'hall mab-den arvestiñ outo.
Hent sant-Jakez eo hor galaksienn, anezhi unan droellennek varrennet (doare Hubble SB neuze) war-dro 100 000 a vloavezhioù-gouloù he zreuzkiz, da lavaret eo 946 × 1015 km (946 073 a vilionmiliardoù a gilometroù), ha war-dro 200 miliard a stered enni – n'eo an Heol nemet unan dister a-walc'h anezho.
Emañ an Heol en ur vrec'h diavaez anvet Orion-Alarc'h, war-dro 3 500 a vloavezhioù-gouloù (33 112 556 × 1012 km) he zreuz ha war-dro 10 000 a vloavezhioù-gouloù he hirder (1/10 hepken eus treuzkiz ar c'halaksienn neuze).
En-dro d'ar steredennig a anvomp Heol e tro eizh planedenn : Merc'her, Gwener, an Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan (ha Ploudon, ur blanedenn-gorr, a vo lezet a-gostez er rannbennad-mañ, hag un toullad korfoù-egor all ha n'int ket planedennoù). Koskoriad an Heol eo hollad ar c'horfoù-egor-se, war-dro 444 346 991 655,567 km e dreuzkiz krenn, da lavaret eo 0,000 000 004 7 % eus hirder ar vrec'h ha 0,000 000 013 % eus he zreuzkiz.
Setu amañ dindan ur sell eus koskoriad an Heol. Diouzh ar skeul emañ an hedoù. Mentoù ar planedennoù avat n'int ket.
Mar fell deoc'h lakaat mentoù ar planedennoù diouzh ar skeul war ho skramm, kemerit ar blanedenn vihanañ, Merc'her, da ziazez : ur piksel (1 px) e vo treuzkiz Merc'her neuze.
Setu amañ, e pikseloù, treuzkizoù planedennoù koskoriad an Heol hag an hedoù etre pep planedenn hag an Heol.
Levrlennadur
- Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, Éditions Apogée, 2006 (ISBN 978-2-84398-249-1)
Notennoù
Koskoriad an Heol |
---|
Planedennoù : Merc'her • Gwener • Douar • Meurzh • Yaou • Sadorn • Ouran • Neizhan |
Korrblanedennoù : Ceres • Ploudon & C'haron • Eris – Makemake – Haumea — Quaoar |
Loarennoù pennañ : Loar • Phobos • Deimos • Io • Europa • Ganymede • Callisto • Titan • Titania • Triton |
Traoù all : Heol • Gourizad asteroidennoù • Stered-lostek • Gourizad Kuiper • Koumoulennad Oort • Disk strewet |
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol |