Kostezenn
Ur gostezenn, pe kostenn, zo un askorn hir ha kromm. Daouzek kostezenn zo a bep tu da gest-bruched an den, a zo serret gant peder c'hostezenn warn-ugent eta.
Un nebeudig tud o devez div gostezenn ouzhpenn pe div nebeutoc'h.
kostezenn
Iskevrennad eus | flat bone, long bone, human bone, particular anatomical entity, endochondral bone |
---|---|
Rann eus | bones of thorax |
Staget ouzh | Mell ar c'hein, Klerenn |
ID en Thesaurus NCI | C12782 |
Deskrivadur
- Ar seizh re gostezennoù kentañ, anvet kostezennoù rik, zo stag diouzh tu ar c'hein ouzh gwalenn ar c'hein, ouzh ar glerenn dre vigorn diouzh tu ar brusk.
Disheñvel int diouzh ar re all dre m'int plat ha berr, hag un tamm anezhe a c'hell bezañ a-us live an trebezioù-skoaz.
- An tri re gostezennoù izeloc'h, anvet falskostezennoù : daou anezhe zo stag ouzh ar glerenn dre ar memes liamm migornek. Distag diouzh ar glerenn eo an trede re falskostezennoù.
- An daou re gostezennoù diwezhañ, anvet kostezennoù distag, zo stag ouzh al livenn-gein hepken, hep liamm ebet gant ar glerenn.
Lod tud n'o devez nemet ur re gostezennoù distag ha tud all tri re.
Roll ar c'hostezennoù eo gwareziñ an organoù a zo er brusk, evel ar galon pe ar skevent.
Kement-se a voe lakaet anat gant ar mezeg flandrezat Andreas Vesalius (1514-1564) e 1543 dre skeledenn Basel[1].
E loened all
En naered eo ar c'horf a-bezh hag a zo dalc'het ha gwarezet gant ar c'hostezennoù.
Notennoù
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle